Gwened : sinet eo bet live 2 ar garta Ya d’ar Brezhoneg get ar maer

Ha gwelet vo muioc’h a vrezhoneg e kêr Gwened ? D’an 18 a viz gwenholon eo bet sinet live 2 a garta « Ya d’ar Brezhoneg » get David Robo, maer Gwened ha Paul Molac ‘b’an ti-kêr.

Ya met pesort brezhoneg a vo kaset àr-raok anze ? Hini standard « hanter-Roazhon hanter Leon » peotramant hini Gwened ?

Afi ! Douetañs a sav en hor spered é welet an « Degemer mat »-mañ…

Crédit photo : kont twitter OPAB

[cc] Breizh-info.com, 2023, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

4 réponses à “Gwened : sinet eo bet live 2 ar garta Ya d’ar Brezhoneg get ar maer”

  1. Herri abYann dit :

    Ha klevet vo muioc’h a vrezhoneg e kêr Gwened ?

  2. Lukaz dit :

    Demat deoc’h,
    Ne welan ket peseurt kudenn e vefe en degemer mat war ar skeudenn.

  3. Herri abYann dit :

    E gwenedeg e vefe « doné mat » pe « donedigeh vat » marteze !? Evit ar re a gav bravoc’h brehoneg pe breton Bro Djuened…

  4. Degemer mat a dalv « Bon acceuil » hag a zo mat-tre. Terminals speakers bro Wened a gompren ar gerioù-se.
    Tonket eo ar brezhoneg d’en em unvaniñ a-benn dreist vevañ en ur gevredigezh bedelaet ha ret-mat eo anzav ez eo diazezet ar brezhoneg skrivet, diazez ar yezh unvan eta, war ar C’hLT, ha rannyezh Leon pergen. Un gwenedour evel Yann-Glaod ar Ruyet a lavar e-unan e ranker kelenn ar yezh unvan da vugale bro Wened, war boent an taol-mouezh da skouer.
    Plijus eo brezhoneg Gwened da glevout, ha pa vez gouest ur gwenedour da skrivañ ar yezh n’eus diaester bet evit en em gompren. Arabat dan eil egile chom gant e rannyezhig met er c’hontrol ober pazennoù da unvaniñ ar yezh. Ur yezh zo graet evit eskemm ha n’eo ket evit chom en e vedig-bed. Roperzh ar Mason en doa skrivet ul levrig fur-tre da sikour ar wenedourien da zegemer ar ZH hag ar yezh unvan ha war-un-dro derc’hel da berzhioù mat brezhoneg Gwened (geriaoueg, ereadurezh…). Ar pezh a gavan sod eo e vezer techet da ober gant un tun skrivadur ‘gwenedek’, ur seurt morvannaoueg ‘gwenedek’ war panelloù-touristerezh , e penn pellañ ledenez Rewiz da skouer, e lec’h eo marv ar yezh abaoe 50 vloaz da vihanañ, hag e Lozag ivez eo diboell kelenn ‘gwenedeg’ evit ar memes abeg. Forzh penaos ez eo kement se un emgann kollet dija gant dalc’hidi ar ‘gwenedeg’. Seblantout a ra din ez eo ar yezh evito ur meni c’hoariell hag ar brezhoneg ne vije tamm ebet tonket da gemer un deiz plas ar galleg dre holl e Breizh. Tonkad ar yezh eo, pe ez aio da get.

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Local, QUIMPERLE, QUIMPERLé

Sevel daou pe dri Kêrvrezhon e Breizh-Izel…

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg

Tintin : Adembannet e vo « Ar skouarn dorr » e brezhoneg !

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, Evenements à venir en Bretagne, Histoire, Local, LORIENT

Stade terminal d’aliénation : une conférence sur les… arabismes dans la langue bretonne !

Découvrir l'article

Education, Local, Paimpol, Société

Trévenneuc (Goëlo) : une école catholique hors-contrat ouvre ses portes !

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, International

Bro-Euskadi an Norzh : evit ar wech kentañ ez eus muioc’h a vugale e klasoù divyezhek eget e klasoù unyezhek er skolioù-mamm

Découvrir l'article

BREST, E brezhoneg, Ensauvagement, Local, Société

Plouzane (Bro Leon) : archerien dirak ar skolajoù

Découvrir l'article

BREST, E brezhoneg, Environnement, Local, Social, Société

Brest : Bellevue ha Pontanezen tennet diwar ar ZFE

Découvrir l'article

E brezhoneg, International, Vidéo

Hetoù rektor Korsika e korseg

Découvrir l'article

Ancenis, E brezhoneg, Local

Bro Ankiniz (44) : ur penn-dramm kondaonet evit bezañ lakaet tan e meur a lec’h

Découvrir l'article

BREST, E brezhoneg, Ensauvagement, Local, Société

Piv a dag ar studierien e Brest ?

Découvrir l'article

PARTICIPEZ AU COMBAT POUR LA RÉINFORMATION !

Faites un don et soutenez la diversité journalistique.

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.

Clicky