Abaoe mizioù e oa repuidi o kampiñ er Gayeuilles e Roazhon. 200 den, familhoù en o zouez. Perak n’emaint ket en o bro (dizalc’h ha divrezel koulskoude) ? Marteze peogwir e plij dezho bevañ en ur vro renet gant ar re wenn…
Skarzhet eo bet ar repuidi eus ar Gayeuilles d’ar 14 a viz gwengolo hag adstaliet kerkent en ur park eus Maurepas. Ya met ne blij ket al lec’h-mañ dezho ha dreist-holl d’ar « c’hevredigezhioù » eus an tu-kleiz pellañ hag a implij anezho en o stourm a-enep ar stad hag ar sevenadurezh.
D’an 18 a viz gwengolo o deus manifestet e Roazhon evit reklem e vefe adlojet ar repuidi gant an ti-kêr hag ar stad. Adlojet pelec’h ? N’eus ket tamm lojez ebet ken e Roazhon, ha pa vefe evit ar studierien. Ha penaos e c’hellfe an ti-kêr kavout ranndioù evit 200 den ? Ha piv a baeio ? Ni evel just, ha berr an arc’hant er mare-mañ !
N’eus ket plas ken er c’hêrioù evit estrañjourien nevez. Dre-se emañ ar stad o klask strewiñ anezho partout war ar maez.
[cc] Breizh-info.com, 2023, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine