Abaoe sizhunvezhioù ez eus ur c’hamp « zaovaj » a dermajied, straed Jean Le Cam, e kreiz tachenn kenwerzh Ker D’Herve e Loudia/Lozaog. Karavanennoù, lastez, kirri-tan o plantañ tizh noz-deiz, n’eo ket eürus-tre ar goñversanted a zo tro-dro. Ha koulskoude int « pinvidikaet » gant o amezeen nevez hervez an doxa a-vremañ.
D’ar yaou 14 e voe ur fuzuilhadeg dirak ar c’hamp-mañ, un den a voe gloazet e gof gant un ten armoù. Diouzhtu-dak e tegouezhas an archerien, ganto pep a fuzuilh argad ha jiletennoù a-enep ar bolotennoù.
Kaset eo bet ar paotr gourdrouzet d’an ospital dre viskaskell ha partiet an archerien war roudoù an tenner.
Betek ar wech kentañ evit ar « veñjañs » !
Mod-se emañ bremañ e Breizh. Memes e Loudia e c’hoarvezh seurt aferioù.
[cc] Breizh-info.com, 2023, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine