Berzh he doa graet ar vandenn treset « Algues Vertes, l’histoire interdite » (Inès Léraud – Pierre Van Hove. La revue dessinée/Delcourt) diwar-benn kudenn ar bezhin glas e Breizh. Ken eo bet troet an oberenn e brezhoneg (Bezhin glas, an istor difennet) hag e gallaoueg (Limouézeries, l’istouère defendue), an daou levr embannet gant Le Temps embannet eus Pornizh e Bro-Raez.
Met buan e troas ar soubenn da dreñk etre an embanner hag Inès Léraud…
D’ar merc’her 06 a viz gwengolo e kasas homañ ur gemenadenn war he fajenn Facebook :
Ha tarzhet an traoù ! Fulup Jakez, rener an Ofis a respontas dezhi kerkent gant un hir a gemenadenn :
Met petra zo a-dreuz gant troidigezh « Bezhin Glas » eta ?
Souezhus ! N’eo ket Inès Léraud a reziso an traoù met… Splann, an « ONG gouestlet d’an enklask e Breizh » hag a vod kazetennerien ispisializet, sañset, war drast an agrobusiness e Breizh. Gaochisted anezho tout diouzh a ouzomp :
Ha ma ! Inès Léraud eo he deus ur gudenn brevez gant hec’h embanner ha « Splann » an hini eo a respont. N’eo ket splann ez eo !
Ne vo ket an embanner An Amzer seizhdaletoc’h evit respont dezhi :
Hag Hélène Dupuis, gwreg ha kevelerez an embanner Thierry Jamet da vont pelloc’h :
Met perak he deus lakaet Inès Léraud en arvar an Ofis e penn-kentañ an afer ? Gwreg Visent Roue, paotr an Ofis e Naoned, eo Katell Leon, troerez An Amzer. Marteze he deus soñjet ar gazetennerez e oa ul liamm etre ar fed-mañ hag ar cheñchamantoù a zo bet graet en droidigezh, kit da c’houzout…
Ar pezh zo sur : reuz a zo e bedig-bed ar brezhoneg ha n’eo ket aes diluziañ an traoù etre ar stultennoù hag an drougimplijoù.
[cc] Breizh-info.com, 2023, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine