Muioc’h-mui e vez klevet anv eus ar mafia jeorjian e Breizh. Tud o tont eus Jeorjia evit ober laeroñsi e-pad devezhioù pe sizhunvezhioù ha kuit d’o bro.
D’ar 07 a viz gwengolo ez eus bet kondaonet pevar Jeorjian hag o doa graet un aridennad a laeroñsi e bro Sant-Brieg e miz c’hwevrer. E korf un nozvezh e oa bet gweladennet pevar ti gant ar skipailh e Langaeg ha tro-dro. Met dre ne oant ket ampart tre e voe dihunet un den hag a gouske e-barzh unan eus an tiez. Pellgomzet en doa d’ar boliserien hag a serras anezho buan. Dinac’het o doa bezañ en taol ha koulskoude e voe adkavet an objedoù laeret en o daou garr-tan.
Kondaonet int bet gant lez-varn Sant-Brieg d’ar 07 a viz gwengolo met ne cheñcho ket kalz traoù evito : dibrizonet a-raok ar prosez emaint e Bro-Jeorjia abaoe pell ha n’int ket deuet da glevet sarmon an aotrou barner, anat deoc’h.
[cc] Breizh-info.com, 2023, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine