26 ti-koñvers a zo bet gweladennet ganto e kreiz Breizh etre miz ebrel ha miz eost : ur c’houplad a estrañjourion (n’eo ket bet lavaret eus peseurt bro int a-orin gant an archerien) a zo bet serret e Loudia/Lozaog d’an 21 a viz eost. Stalioù zo a oa bet vizitet teir gwech ganto !
Al laer hag al laerez a zo bet kondaonet da 18 ha 20 mizvezh en toull-bac’h ha skarzhet e vint eus Bro-C’hall (ha c’hoazh, daoust hag e vo lakaet an diarbenn-mañ da dalvezout ? Amañ emañ an dalc’h !) goude o chomadenn en disheol.
A-drugarez d’ar c’henlabour etre an archerien hag ar boliserien eo bet serret an daou laer.
Muioc’h-mui a aferioù a seurt-se a zo etre Loudia, Pondi ha Dinan bremañ. War un dro ez eus muioc’h-mui a dud ha n’int ket a-orin eus ar vro oc’h en em staliañ e kreiz Breizh…
[cc] Breizh-info.com, 2023, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine