Douarnenez : taolioù kontell etre gaochisted, un den kondaonet

E Douarnenez (Treboul kement ha bezañ rezis) zo ur « gumuniezh alternativel ». « Kumuniezh ar Roc’hoù Gwenn » an hini eo. Un « ekolec’h » a vez lavaret gant darn. Gaochisted o chom e yourtoù pe karavanennoù kozh, pep a gi gantañ, muzik, boeson ha traoù all.

D’an 31 a viz eost, tro 6e mintin, e tarzhas un emgann etre daou zen. Un eks-kampion kick-boxing hag un den all. Ar bokser a oa deuet da weladenniñ e vestrez kozh hag e verc’h o vevañ er gumuniezh. Eñ a oa bet skarzhet diouti rak re feulz e oa. Hag ouzhpenn-se e vefe paotr ar c’hokain.

Hervez meur a zen en doa ar bokser « spontet » ar gumuniezh e-pad bloavezhioù ha spontet kêr Douarnenez zoken abalamour d’e feulster. E berr komzoù : ur c’hampion !

An deiz-se ne voe ket degemeret mat er c’hamp. Unan eus e vignoned kozh, o well anezhañ, a dapas krog en ur gontell ha skeiñ gantañ. Leun a wad, leun a daolioù gontell e oa ar bokser. Ken e veze gwelet nervennoù e gein !

Met brud fall a zo gantañ ken e voe digor spered al lez-varn dimeurzh tremenet. Ur bloavezh toull-bac’h gant goursez en deus paket, mui traouigoù all.

Hag ur « bed nevez » dijabl diouzh ar « batriarkelezh », ar « revelouriezh » hag ar « gouennelouriezh » eo seurt kumuniezhoù gaochist ?

Crédit photo : DR

[cc] Breizh-info.com, 2023, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Les commentaires sont fermés.

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

E brezhoneg, Education, Local, QUIBERON, Société

Ur c’hlas divyezhek brezhoneg-galleg b’ar Gêrveur !

Découvrir l'article

CARHAIX, E brezhoneg, Local

Lise Diwan Karaez : ha dirouestlet eo an afer ?

Découvrir l'article

DOUARNENEZ, E brezhoneg, Local

Douarnenez : testeniet eo bet live 1 ar garta YaB !

Découvrir l'article

E brezhoneg, Education, Local, Société, ST-BRIEUC

Kastellaodren-Plagad : difenn an hentenn divyezhek !

Découvrir l'article

E brezhoneg, FOUGERES, Local

Felger : taget zo bet ur radar all !

Découvrir l'article

Culture & Patrimoine, E brezhoneg, FOUGERES, Histoire, Local, Patrimoine, Religion, Société

Saint-Germain-en-Coglès (35) : ur c’halvar livachet !

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, Local, PLOËRMEL, Société

Funoù e kouevr laeret : ur barrad ‘ba Morbihan !

Découvrir l'article

E brezhoneg

« Brezhoneg Gallo Kaoz », ur strollad kuzh nevez evit ar brezhoneg hag ar gallaoueg

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, GUINGAMP, LANNION, Local

Ha savetaet e vo levraoueg Kawan ?

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, Local, PLOËRMEL, Société, VANNES

Talbont (56) : roget eo bet ar Gwenn-ha-du !

Découvrir l'article

PARTICIPEZ AU COMBAT POUR LA RÉINFORMATION !

Faites un don et soutenez la diversité journalistique.

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.

Clicky