Sizhunioù zo bremañ e oa bet ur skandal bras en Emsav diwar-benn an diskouezadeg « Keltiek ? » (gant ar pik goulennata, neuze) e Champs Libres e Roazhon.
Droukskoueriet e oa bet hor emsaverien gant ar pik-goulennata-mañ. « Evel just ez eo Breizh ur vro geltiek ! » a gleved (e galleg meur a wezh) en hor metoù.
Ha gwir eo hon kelted a-orin. A-orin ya, met daoust hag omp keltied c’hoazh ? Sellit ouzh hon dilhad, hor prederouriezh, hor pouez-mouezh, hon arzoù, hor savouriezh, hor buhez bemdez : petra zo « KELT » ‘ba tout-se ? Un tourist hag a erru e Breizh a wel tud gwisket evel e forzh peseurt rannvro gall. Un estrañjour a glask ur vro « disheñvel » en hor bro a wel muioc’h-mui a diez nevez stumm « kub » evel e forzh peseurt kontre eus Bro-Frañs.
Abaoe bloavezhioù e c’hortozan stilisted, krouerien dilhad awenet gant hon dilhad kozh, hon hengoun. Estreget Pascal Jaouen, n’en deus hini ebet kredet krouiñ traoù nevez diwar hon dilhad hengounel. Ha n’eo ket graet pezhioù Pascal Jaouen evit ar werin. N’eo ket dilhad prest-kaer ha marc’had-mat ma faotañ deoc’h.
Ha peseurt doare dilhad a vez gwerzhet gant A L’Aise Breizh (hag a zo evit Breizh 4 departamant bremañ ouzhpenn-se !) pe Stered pe Armor Lux zoken : ticheurtoù ar bedeladur gant un tammig liv Breizh warno ! Ha c’hoazh ! Ur bigoudenn pe un triskell bennak war ar mañch…breizhachoù traken !
Hag hon tiez nevez ? Kuboù ! Tiez nul ha divlaz, a-seurt a weler e pep lec’h. Hag hor pezhioù arrebeuri ? Memestra ! Traoù prenet e Ikea pe e ti Leclerc evit ar re marc’had-matañ. Un erv a oa bet boulc’het gant ar Seizh Breur met n’eo ket bet kendalc’het gantañ. Olwen Poho, un dizagner dornet mat, en doa krouet ar merk « Dizagn Breizh » hag a ginnige objedoù evit « arz an taol » awenet gant hor sevenadur met n’eus ket graet berzh hag un domaj eo. Bremañ e weler objedoù ijinet gant Owen Poho e mirdi breizhek Kemper met ket war hon taolioù da skouer.
Petra dalv bezañ Breizhad e Roazhon pe Naoned pa vezer gwisket gant dilhad graet er Bangladesh, pa vezer o vevañ e-barzh ur ranndi standard leun a bezhioù arrebeuri « Kalax » pe « Jansjö » prenet e IKEA ha pa urzhier bemnoz pe dost boued sushi pe kebab dre zeliveroo ?
Ar yezh ? Brezhoneg komzet gant pouez-mouezh gall, galleg treuzwisket meur a wezh, en ur gêr ma veze komzet kentoc’h gallaoueg pe galleg gwechall ? Nag un drolite !
Ha me oc’h hunvreal e bugale gwisket gant dilhad a-vremañ met gant ur gwir liv Breizh warno (broderezh, …), merc’hed koefet met gant koefoù modern, paotred yaouank gwisket chik ha cheuc’h met ket e mod ar Peaky Blinders evel a weler bremañ e skolveurioù zo, mod o zadoù kuñv ne lavaran ket, gant jiletennoù evel hini Paul Molac da skouer. Ha tud o chom e-barzh savadurioù pe tiez modern met graet e « bauge » evel e Bro Roazhon pe tiez mein-greun evel e pep lec’h e Breizh.
Ha brezhoneg e pep lec’h hag e pep ti -pe gallaoueg evit an neb a gar- evel just. Setu, amañ e vefe Breizh ur gwir vro geltiek gant Kelted a ouenn vat o vevañ enni. Ha ne lakan ket ar gaoz war ar relijion pe ar prederouriezh, an doare da wel ar vuhez, tost eus an natur, tost eus urzh naturel an traoù ha n’eo ket an ekologiezh bobo ha gaochist a zo anezhi bremañ.
Da c’hortoz omp holl bugale ar bedeladur ha pa klaskomp brezhonegañ etrezomp… Hag ur vro geltiek eo Breizh c’hoazh ? Ur vro geltiek a-orin eo se zo sur, ur vro geltiek atav, n’on ket sur…
[cc] Breizh-info.com, 2023, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine
2 réponses à “Bezañ kelt : ha komz brezhoneg a vo awalc’h ?”
an hunvre se a seblant ur fantasm surrealist …
ar yez zo un dra pouezusan , n’eo ket dialhiadou , marteze tiez ya .
Kembraiz zo ur bobl kelt , int a gomz kembraeg (muioh a 500 000 ), setu ar griter nemeta da vezout Kelt pe pas.
— Votre rêve, des Bretons habillés en costume breton modernisé, des maisons en terre dans la région de Rennes, parlant breton ou gallo me semble un pur fantasme , etant proche de la nature (pas evident en ville)
c’est seulement LA LANGUE qui fait un critère de celticité.
les gallois parlent leur langue , essayons de renouer avec ça et ça sera déjà pas mal .
Ur yezh keltiek eo hor yezh. Dre-se, neb a ra anezhi e yezh a zo ur c’helt.
Gwir eo n’eo ket disi an neo-brezhoneg a vez gant an dud (na ganeoc’h, respet deoc’h…). Me gav din e oa gwashoc’h 30 vloaz’zo da skouer : gouzout a ra bremañ ar stummerien ez eus strivoù d’ober evit an taol-mouezh ha chom hep komz gallzhoneg. Keiz ha ma oa ur yoc’h a vrezhonegerien ne oa ket chalet Roparz Hemon hag e warlerc’hidi gant-se rak moaien a oa deskiñ ar yezh « o vont d’ar bobl ». Evel-se em eus desket-me.
Me ‘lavar eo gwelloc’h gallzhoneg eget galleg (ha lu da vat eo klask komz unan eus al luc’hajoù « gallaouek »). Un deiz a vo, p’hor bezo muioc’h a frankiz, ur riezstad deomp hon-unan, e c’hellimp gwellaat hor brezhoneg, kaout dilhad, tiez ha kalz a draoù all deomp hon-unan.
Diouzh un tu all emaomp soubet hiviziken en ur gevredigezh bedelaet he deus ul levezon drastus war an holl yezh a ya diwar-se war baouraat, seul vui m’en deus divizet Diwan degemer ar stummoù etrevroadel, pergen war dachenn ar skiantoù, e-lec’h klask diorren hor geriaoueg deomp hon unan, diwar gwrizioù keltiek (dres a-walc’h !), gant rakgerioù, bongerioù ha lostgerioù deomp hon unan. Er c’heñver se eo dispar levr Emil Granville nevez deuet er-maez ar bloaz-mañ.
War boent ar brederouriezh e soñj din ez eo un dachenn a zo boutin d’an holl dud a youl vat war ar voull-zouar a glask ar wirionez, daoust m’he deus e yezh, sur-a-walc’h, ul levezon war an doare en deus unan da brederiañ. Dreist-pouez ar verb bezañ/bout en hor yezh da skouer a glot gant trabedoniezh ar « Peurvoud » bet goveliet gant Aristotelez, hag implijet d’e heul gant Sant Tomaz Akwino en e Summa theologiae a zo e diazez ar feizoniezh katolik, met reizhadoù prederouriezhel all ez eus a ro feizoniezhioù disheñvel un tamm (da skouer hini ar « justification » (reizhekadur ?) a zo dedennus bras ivez evit kompren piv e oa an Aotrou Krist.