Rechercher
Fermer ce champ de recherche.

Gwened : un den mahagnet skoet get un trafikour dramm ‘ba e savadur a Gerkadoù

Mahagnet eo an den dibaoe en deus bet un AVC. E Kerkadoù Gwened ema é chom, e-lec’h ma zo trafikoù a bep sort. Trafikoù drogach da gentañ penn. E mae 2023 emañ trafikourion é c’hortoz ar pratikoù ‘ba hall ar savadur. El kustum ! Ha skuizh ar paotr mahagnet get-se. Daoust dezhoñ bout aflijet e tiskeiñ betak an hall da lâret o fegement d’ar c’hrannaj a zo amañ é gwerzhiñ o c’haoc’h. « Gwall vall eo deoc’h monet àr-raok ! » a gred lâr dezhe.

Afi ! Fest ar vazh evitoñ. Daou hailhon a sailh àrnañ hag a sko getoñ. Lañset eo er boestoù-lizheroù èl un tamm pilh. Ha skeiñ get an dorn da c’houde. Sklaer an traoù é sellet doc’h limajoù ar c’hameraioù.

A-zirak ar barner e Roazhon, d’an 30 a viz eost aveit ar galv, ema an daou drafikour o klask kaniñ ton ar « rasism ». Doc’h o c’hlevet en dehe ar paotr mahagnet lâret komzoù rasist dezhe. Pendeogwir int arab. Nag ur souezh ! Ya, mes àr un dro int anavezet mat e Gwened aveir bout trafikourion kondaonet mar a wezh aveit se. Hag int yaouank ! An hini 19 vlez da skouer a zo bet kondaonet 5 gwezh dija !

N’eo ket bet teneraet ar barner daoust da glemmichoù an daou arab.

A-benn miz e vo anavezet e ziviz.

Crédit photo : DR

[cc] Breizh-info.com, 2023, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Les commentaires sont fermés.

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

E brezhoneg, Immigration, Local, VANNES

Laeroñsioù doc’h steudad er Morbihan : un Tunizian serret !

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, Sociétal, Société, VANNES

Gwened : ar vaouez oe un trafikourez dramm !

Découvrir l'article

E brezhoneg, Justice, Local, Société, VANNES

E Gwened en doe lakaet ar c’hrennard tan ‘ba mirdi ar C’hoc’hu : ur bleiad toull-bac’h mui daou vleiad get goursez

Découvrir l'article

E brezhoneg, Justice, Local, Société, VANNES

Morbihan : ar pober a werzhe dramm

Découvrir l'article

Ensauvagement, Local, Société, VANNES

Trafikiñ dramm ‘ba Gwened : 10 blead prizon aveit « Paeron Kerkadoù »

Découvrir l'article

E brezhoneg, Justice, Local, Société, VANNES

Pondi : ar c’halonour kongolad kondaonet aveit bout gwellaet merc’hied a chom ‘ba prizon

Découvrir l'article

E brezhoneg, Justice, Local, Société, VANNES

Gwened : edan OQTF e klask ar Jeorjian laeriñ produioù kosmetek

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, VANNES

E Sarzhaw (56), an aotrou person a zo evit an LGBT

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, Local, Société, VANNES

Gwened : 27 tell-gastiz da-geñver un eured

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, VANNES

Gwened : ur Maghreban dindan OQTF a laer en otoioù e-pad al lid milourel

Découvrir l'article

PARTICIPEZ AU COMBAT POUR LA RÉINFORMATION !

Faites un don et soutenez la diversité journalistique.

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.

Clicky