Brav ! Bloaz a-raok ar c’hoarioù olimpek, setu un den hag a verit bezañ war roll ar loreidi !
D’al lun 28 a viz eost e oa dirak lez-varn Sant-Nazer gant ur c’homper dezhañ. 36 vloaz eo eñ ha 33 menneg a zo war e roll lez-varn dija. 25 en deus e vignon hag a oa en toull-bac’h betek miz maer. Gallout a rafe ober gwelloc’h memestra !
D’ar 24 eo bet gwelet an daou abostol-mañ, e kreiz an noz, gant un tourist belj o weladenniñ al lochennoù a weler e pep lec’h a-hed an aod etre Sant-Nazer ha Pornizhan. Bigi a zo bet vizitet ganto ivez. Dafar e oant o laerañ. En holl e vefe bet « amprestet » evit muioc’h eget 20 000€ a zafar met diaes eo da brouiñ ar sammad-mañ evit ar boliserien.
A-benn ar fin eo bet kondaonet an daou laer da gastizouigoù skañv. An hini koshañ, paotr ar 25 menneg, a zistroio en toull-bac’h avat rak goursez a oa war e chouk.
A-raok e krogfe ar C’hoarioù Olimpek e chom amzer dezho d’ober gwelloc’h !
[cc] Breizh-info.com, 2023, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine
Une réponse à “Pornizhan (44) : al laer a zo bet kondaonet evit an 34vet gwech”
Je parle plusieurs langues etrangeres, mais pas le Breton malheureusement.
Mais vue la photo, j’ai compris : Je sais que l’on est dans notre Belle et Grande France …