Pemp savadur a zo war ar stern e Pornizh, e Bro-Raez, straed Naoned. 108 lojamant en holl, setu ur raktres hag a c’hellfe servijout d’ar vicherourien o deus poan kavout ul lojeiz en tu-all d’al Liger. Met emañ annezidi ar straed a-enep ar raktres-mañ ! Da gentañ e vo savet ar savadurioù-mañ a-hed un hent dañjerus. Daoust d’ar panell « 30 km/e » n’eo ket ur rouez gwelet kirri-tan o tremen a-dizh hag a-dag war an hent-mañ da skouer. Penaos e vo pa vo ar savadurioù nevez hag ar c’hirri-tan a zaio ganto ?
Hervez an amezeien eo geuniek an dachenn ma vo savet ar savadurioù ivez. Ma vez graet ur parkva dindan douar e c’hellfe bezañ dañjerus…
Ha dreist-holl en em c’houlenn a ra tud ar straed peseurt doare tud a c’hello prenañ ur ranndi er savadurioù-mañ ? Tud ar vro pe tud binvidik hag a zeuio ur wech an amzer ? 214 000 € a goustfe ar ranndioù bihanañ (47 m²) ! 214 000€ evit daou bezh, peseurt micherour breizhad a c’hell paeañ kement ?
Ha raktresoù all a-seurt se a zo e Pornizh : Villa Maria, e karter ar Ria : 185 000€ evit ur studio ! 444 000€ evit ur ranndi brasoc’h ! Atlantica : 240 000€ evit 44m², …
[cc] Breizh-info.com, 2023, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine