Mantret e voe tud Erge-ar-Mor, e Bro Penteür, o welet d’an 10 a viz eost tagoù antifa e pep lec’h en o c’hêr !
Evel boas eo bet taget al luganioù antifa mod « ACAB », (All Cops ar Bastards), Antifas, arouezioù anarkour, hag all.
Anv ar maer Henri Labbé a zo bet taget ivez, asambles gant kunujennoù : « Labé (sic) la pute ».
Spi en deus Henri Labbé e vo kavet piv en deus graet an taol a-drugarez d’ar c’hameraioù a zo bet staliet e lec’hioù zo, dreist-holl e mont-tre tachenn ar Gwern.
Rak al lodenn vrasañ eus an tagoù a zo bet graet en dachenn gampin kozh-mañ. Fellout a ra d’ar maer lakaat an dachenn mell-droad nevez en he flas. Marteze ne blij ket ar raktres-mañ d’ar grennarded antifa o deus graet an tagoù ?
[cc] Breizh-info.com, 2023, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine