Stegn an traoù e traonienn an Don e norzh al Liger-Atlantel : aotret eo bet gant ar prefed e vefe digoret en-dro maen-gleuz Tahun e Gwenvenez-Penfao. Hag evel e meur a lec’h all (Donvez, Plezeved) e c’hello an embregerezh tennañ an dour eus un toull deuet da vezañ stang evit ma vo savet ul lasterezh evit restachoù ar sevel tiez ennañ. Mui ur maen-gleuz en tu-all d’an toull evel ma oa… 35 vloaz zo ! Rak ur maen-gleuz e oa gwechall toull an Tahun. Met abaoe eo bet goloet al lec’h gant an natur. Ha brav eo deuet da vezañ, gant loened, plantennoù ha gwez a bep seurt en un draonienn c’hlas ken eo glas.
Aon o deus an amezeien e cheñchfe an traoù, anat. Rak ma vez addigoret ar maen-gleuz e vo kirri-tan o tremen a-hed an devez evit charreat 2,6 milion tonennoù a c’hrouanaj e-pad 15 vloaz.
Hervez an embregerezh ez eus peadra en douar evit tennañ mein e-pad 15 vloaz nemetken. Ha goude ? « Distrujet e vo an natur gant an tennañ grouanaj ha mat pell zo » eme difennerien an endro.
Ur c’hengor a zo bet savet evit herzel ouzh ar raktres-mañ hag ur galv a zo bet lakaet en-linenn evit rastelaat arc’hant. Un amoug a youl vat a zo bet douget d’al lez-varn a-enep diviz ar prefed ha koustañ a ra ker !
[cc] Breizh-info.com, 2023, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine
Une réponse à “Gwenvenez-Penfao (44) : hag addigoret e vo maen-gleuz Tahun ?”
Heugus !