Donje/Donez (44) : ur stang lakaet e lastezerezh

E Bro Sant-Nazer e oa boazet an dud da vont da gonronkañ e « stang ar mengleuz », ur mengleuz dilezet e 2004. Pesketerien a zae ingal ivez da c’hoari gant o gwalenn basketa. Siwazh n’eo ket publik ar stang-mañ. An embregerezh Charier Carrières et Matériaux a zo perc’henn warnañ ha fellout a ra d’an embregerezh sevel, er mengleuz, ul lastezerezh evit lostajoù inertek, lostajoù ar sevel tiez.

Evit hen ober e ranko an embregerezh skarzhañ dour ar stang. Kement hag evit ur poull-neuial olimpek ! Ha n’eo ket mat ar raktres-mañ d’ar re a zo o chom e kichen ar stang evel just, rak ur gêriadenn a zo, hini Revin. Ma vez kaset ar raktres da benn e tremeno kirri-samm a-hed an devezh e-biou an tiez. 40 d’an nebeutañ war un hent ha n’eo ket ledan a-walc’h.

Ur strollegezh anvet « Stop Carrière » a zo bet savet evit stourm ouzh ar raktres. Un amoug a zo bet savet ganti ha kaset da brefed al Liger-Atlantel hag ur petision a zo bet lañset.

Crédit photo : Petision AEDZRP

[cc] Breizh-info.com, 2023, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Les commentaires sont fermés.

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

E brezhoneg, Local, LORIENT

An Oriant Tolpad Kêrioù a lâr’ Ya da live 2 ar garta aveit ar brezhoneg

Découvrir l'article

E brezhoneg, Education, International, Société

Norzh Bro-Gembre : nebeutoc’h a saozneg er skolioù, muioc’h a gembraeg

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, ST-BRIEUC

Binig-Staol (Bro-Oueloù) a lavar « Ya d’ar Brezhoneg »

Découvrir l'article

E brezhoneg, Evenements à venir en Bretagne

100vet deiz-ha-bloaz Gwalarn

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, Sciences, VANNES

Ur brezegenn interesus ‘ba Gwened

Découvrir l'article

AURAY, E brezhoneg, Education, Local, Société

Landevan (Bro Gwened) : digoret e vo un hentad divyezhek b’ar skol bublik

Découvrir l'article

E brezhoneg, Social, Société, Vie Pratique

Achu gant « Labour ‘zo » !

Découvrir l'article

E brezhoneg, Education, Local, QUIBERON, Société

Ur c’hlas divyezhek brezhoneg-galleg b’ar Gêrveur !

Découvrir l'article

CARHAIX, E brezhoneg, Local

Lise Diwan Karaez : ha dirouestlet eo an afer ?

Découvrir l'article

E brezhoneg, Education, Local, Société, ST-BRIEUC

Kastellaodren-Plagad : difenn an hentenn divyezhek !

Découvrir l'article

PARTICIPEZ AU COMBAT POUR LA RÉINFORMATION !

Faites un don et soutenez la diversité journalistique.

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.

Clicky