Ugent vloaz eo an embroad-mañ ha n’emañ ket er memes bed ha ni. Kollet e skiant vat gantañ abaoe pell ha gantañ e oa bet goulennet bezañ kaset da ospital ar re sot eus Sant-Nazer.
Ha koulskoude emañ dieub bremañ ! Marteze eo eñ ho amezeg nevez ! Kondaonet eo bet d’an 31 a viz gouere gant lez-varn Sant-Nazer, met da 6 mizvezh toull-bac’h gant goursez. Taget en doa ur vaouezh en miz genver war parkva ar bredospital Heinlex, met n’eo ket a-walc’h evit bezañ skarzhet en e vro, war a seblant. Ha padal, an deiz-se e kleve « mouezhioù en e benn » hag a urzhie anezhañ da « dec’hout kuit » ! Domaj eo n’o deus ket urzhiet anezhañ da dec’hout kuit betek en tu-all da du-hont ! En e vro da skouer ?
Aon he deus bet ar vaouez taget rak pennfollet e oa ar paotr yaouank. Reiñ a rae a daolioù dorn ha treid. A-raok tagañ ar glañdiourez en doa taget ur glañvouriez eus an ospital dija. Kraouiet e oa bet en ur burev gant ar vedisined met deuet e oa a-benn da dec’hout kuit dre dremen dre ur prenestr. Lec’h m’en em gavout a reas gant ar paourkaezh klañdiourez en he oto.
Ne vern. Chom a raio e Bro-Frañs. Rak n’eo ket aes skarzhañ anezhañ o vezañ m’eo klañv e spered. Deomp-ni eo d’ober war-dro ar re sot eus ar bed a-bezh a-benn fin ar gont !
[cc] Breizh-info.com, 2023, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine