Ar rusianez Anna Mouradova a zo deuet a-benn da dec’hout kuit eus Jeorjia evit bezañ degemeret e Breizh gant an emsav evit ar brezhoneg. Degouezhet eo bet e aerborzh Brest d’an 28 a viz gouere. Paeet e oa bet he bilhed dre rastellaat arc’hant e KEAV, ar c’hampoù e brezhoneg.
A-enep rejim Poutine eo Anna Mouradova hag a-enep ar brezel en Ukren. Kaset he deus meur a gemenadenn war ar rouedadoù sokial diwar-benn ar brezel-mañ. En arvar e Jeorjia e oa houmañ rak ar C’hremlin a oa o klask adtapout anezhi. Ha fall he jeu ma vefe bet harluet e Rusia.
Gouzout a ra brezhoneg, bet desket e Rusia da 15 vloaz pa oa c’hoazh dindan an Unvaniezh Sovietek. Ganti eo bet troet meur a levr diàr ar rusianeg e brezhoneg.
Pa tegouezhas e Brest kentañ tra a lavaras eo « Ma advro eo Breizh, m’eo den ebet a-enep« . Setu ur plac’h seven !
Setu petra e c’hellfe bezañ ar gwir degemer e gwirionez : un diskoulm evit barzhed pe skrivagnerien gourdrouzet en o bro ha n’eo ket digeriñ ar prinistri evit ma teufe holl mizer ar bed d’en em staliañ du-mañ ha kemer hor plas.
Anna Mouradova, collier de l’hermine, est enfin arrivée en Bretagne ! pic.twitter.com/gJBppzZDNu
— Institut Culturel de Bretagne (@icbsuav) July 28, 2023
[cc] Breizh-info.com, 2023, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine