Nag ur spont e Montroulez d’an 10 a viz even ! Ur Ginean en doa lakaet freuz ha reuz e kêr a-raok bezañ serret gant ar boliserien.
Da gentañ holl e oa an den o rodal tro-dro d’an iliz Sant-Mazhev, tro 9e mintin. Ur vaouez a erruas hag a barkas he c’harr-tan evit mont da labourat. Afi ! Lammat a reas an den warni. Skoet ganti. Ha setu hi rediet da zistreiñ er gêr. Urzhiañ a reas d’ar vouez d’en em lakaat war an daoulin ha da dennañ he dilhad. Ar Ginean en em lakaas noaz ivez hag e c’houlennas ganti ar pezh a ijinit…
Bennozh doue, dre forzh komz gantañ e teuas a-benn ar vaouez da dec’hout kuit.
Met un tamm pelloc’h ez eas ar Ginean tre ul lojeiz. E-barzh e oa un den klañv-ki o c’hortoz e glañdiourez, setu perak e oa digor an nor. Skeiñ a reas ar Ginean gantañ hep tamm rezon ebet. Par ma c’hellas ! Eurüzamant e tegouezhas un amezeg hag e teuas a-benn da lakaat an argadour da vont kuit. Gloazet eo bet an daou zen, dreist-holl ar paotr klañv, gloazet don !
He neuze ez eas ar Ginean en un ti ma oa daou vicherour o labourat. Klask a reas jeu ouzh an daou met derc’hel a rejont penn outañ. Ha sach blev da heul.
A-benn ar fin e tegouezhas ar boliserien. Daou daol dazer, ha dao ! An argadour a oa distanet e goler.
Dirak an enklaskerien e lavaras ar Ginean e oa bet gourdrouzet « dre ar spered » gant ar re a argadas.
Paotr an ospitalioù psikatrek eo eñ, anavezet mat gant ar polis hag ar servijoù yec’hed. 21 vloaz eo hag abaoe e 16 vloaz emañ e Bro-Frañs.
A-benn ar fin n’eo ket bet barnet. Kaset eo bet ar sizhun dremenet gant lez-varn Brest d’an ospital psikriatrek… e Brest !
A-raok bezañ dibrizonet a-benn miz pe zaou ?
[cc] Breizh-info.com, 2023, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine