D’an noz etre dimerc’her ha diriaou, etre 7e00 hag 8e30 kement ha bezañ rezis, e vo serret trummadoù ospital Lannuon. Ne vo ket implijidi a-walc’h da vastañ an ezhommoù !
E Kemper n’eo ket memes kont met emañ an Trummadoù e bec’h. D’an 31 a viz gouere e voe degemeret etre 70 ha 80 klañvour, ar pezh zo kalz evit ospital Kemper. Lod anezho a dleas gortoz 48 eur a-raok kaout ur gwele ! Emañ ar CGT o seniñ ar vatailh, o c’houzout ez aio kuit 17 implijiad e miz gwengolo diwar meur a abeg. « Penaos e c’hello kenderc’hel an traoù mod-se ? » e c’houlenn ar sindikadourien.
Crédit photo : DR
[cc] Breizh-info.com, 2023, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine