Erruet eo ar Jipsianed ! Evel bep bloaz e tegouezh miliadoù a garavanennoù en hor bro ha lod anezho a zo evel Yann Dibalamour : en em staliañ a reont, ken dijen ha tra, e lec’h o deus c’hoant !
E Kastell-Briant (44), 160 karavanenn a zo en em staliet en ur park prevez straed Yaoueneg. Hep tamm aotre ebet evel just. Savet zo bet un deltenn evit ur mision avielek. Sizhunioù a-raok e oa bet ar memes kudenn e stang Choisel m’o doa en em staliet kantadoù a garavanennoù.
E Pornizh, e Bro-Raez, 150 karavanenn a zo war ur park prevez eus Plessis Maîs abaoe disul tremenet. E-pad div eurvezh eo bet stanket an hent pa’z int erruet holl asambles ! Tamm aotre ebet digant perc’henn ar park amañ ivez. Kemer a reont dour war ur bon dour… hep paeañ ha memestra evit an tredan.
Ar memes deiz e voe stanket bourk Sant-Kouloum, e-kichen Sant-Maloù, e-pad teir eurvezh. Degouezhet eo kantadoù a garavanennoù er gumun evit plantañ ur mision avielek en ur park eus Kêr Bague. D’ar gumun eo ar park-mañ met ne vern evit ar Jipsianed. Ha padal e oa bet kinniget ul lec’h all e Sant-Yohan an Havreg dezho a-raok, met nac’het o doa. Forzh penaos eo int a ziviz hag ar vretoned a rank serriñ o fegoù. Amañ ivez zo bet savet ur vras a deltenn ha partiet ar prezegennoù !
D’ar 05 a viz eost e vo ur foar an traoù kozh e kêr Bague, avat. Ha gallout a raio ar varc’hadourien dispakañ o c’hozhachoù hag ar brenerien parkañ o c’hirri-tan memestra ?
Ha neuze e Gwenrann ez eus kantadoù a garavanennoù e kêr Clis abaoe dilun tremenet. Bremañ setu int en ur park prevez, luget war ar bon dour hag a servij evit ar gwall-tanioù ha war ur bon tredan. Fuloret eo tud Gwenrann met n’hall ket an ti-kêr ober netra. Emañ an dilennidi o klask un diskoulm gant ar prefeti memestra…
Bep bloaz e vez ar memes tra e pep lec’h e Breizh (dreist-holl e su Liger-Atlantel) ha bep bloaz e vez ar prefetioù oc’h embann ez eus bet « kemeret diarbennoù » evit ar bloaz a zeu. ha bep bloaz eo ret d’ar Vretoned plegañ.
[cc] Breizh-info.com, 2023, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine
6 réponses à “Kastell-Briant, Pornizh, Gwenrann, Sant-Kouloum : setu int erruet !”
Aet on skuizh gant anvioù e-giz Kastell-Briant, Yaoueneg, Pornizh, Sant-Kouloum, Sant-Yohan an Havreg h.a. evit komz eus kêrioù e-lec’h ne vez ket komzet brezhoneg. A-wechoù n’int ken anvioù ijinet gant « Ofis publik ar brezhoneg ».
Hep brezhoneg Breizh-Izel ebet !? Ya, met Breizh-Uhel a zo hep brezhoneg abaoe pell ‘zo (pe a-viskoazh).
Demat , pourquoi continuez vous à écrire Brient comme en français = Briant Le fondateur de chateaubriant fut le prince breton Brient Mon frére s ‘appelle Brient et le nom de druide de mon pére était Ab Brient Allez voir dans l église de Béré il y a une copie de la donation de Brient aux moines de Béré …..
Aucun commentaire ?
Vraiment aucun commentaire ?
Mil a-du ganeoc’h ! Paouez gant an anvioù ijinet diwar netra e Breizh-Uhel ! O yezh dezho o deus tud bro c’halo hag o anvioù dezho. Se zo jakobinerezh mod Breizh pe « déconstruction » memes. An ideologiezh a-enep ar wirionez. Breizh-info a c’hellfe rein ur plas d’ar gallaoueg kentoc’h mod-se e teskimp ni Breizhizeliz penaos e vez anvet kêrioù Breizh-Uhel gant hor c’henvroidi
Breizh-Info pe Bertaigne-Keleier ??