Ul lañv a dud ! An holl re a zo boaz da zont e Gouel ar Ramparzhioù e Dinan a zo a-unvouezh war ar poent-se. Ar bloaz-mañ e oa re. Re a dud, re hir al lostoù da heuliañ evit kaout bilhedoù evit un abadenn bennak. Re ! Re a douristed paneveken. N’hall ket mui tud ar vro profitañ eus ur gouel bet lañset e 1983, evit an douristed met dreist-holl evit Dinamiz ha tud bro ar Renk.
La fête des remparts de @villededinan c’est parti ! Premier tournoi de chevalier @rempartsdinan pic.twitter.com/NAcaIuvb6S
— Breizh-Info (@Breizh_Info) July 21, 2023
Hervez an aozerien eo deuet 60 000 den an dibenn-sizhun-mañ e Dinan, da lavaret eo kalz muioc’h eget ar bloaz trememet. Disadorn e oa leun a dud straedoù strizh ar gêr kozh tra ma oa un tamm nebeutoc’h a dud disul abalamour d’ar glav.
Quelques photos en direct de la fête des remparts de Dinan @villededinan @rempartsdinan pic.twitter.com/ZnciWvTGnd
— Breizh-Info (@Breizh_Info) July 22, 2023
Glav a ra e Breizh ha koulskoude e lec’hioù zo ez eus muioc’h-mui a douristed. Re zo re ! Poent eo ober un dra bennak ha kas ur preder etre Bretoned war plas an douristed hag an estrañjourien en hor buhez hag e buhez ekonomikel hor bro. N’omp ket un Disneyland alato !
[cc] Breizh-info.com, 2023, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine