Bremañ e c’hello brezhonegerien Montroulez selaou Arvorig FM war ar vandenn FM : abaoe ar 15 a viz even setu degouezhet ar radio e brezhoneg e Bro Vontroulez ! Staliet e Landerne abaoe 25 vloaz bremañ ne zae ket Arvorig pelloc’h eget Bro Leon ha marzoù Kerne. Roet eo bet dezhi ar frekañs 89.8 a-benn ar fin, un sapre prof hag ur sapre dae evit skipailh Arvorig FM, ezel eus ar rouedad Radio Breizh, ar radioioù e brezhoneg hag e gallaoueg.
Mod-se en deus spi ar skipailh e vo kavet tud a youl vat nevez e Montroulez, tud nevez da atersiñ ha sujedoù nevez da gomz diwar o fenn.
Crédit photo : DR
[cc] Breizh-info.com, 2023, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine