Peurlazhet e oa bet Abdelghani Sidali, 15 vloaz, e karter an Dervallières e Naoned e miz genver 2021. Kevezerezh a oa etre div vandennad trafikourien dramm diwar-benn ul lec’h « deal ». Un den eus Paris a oa bet « tutaet » gant reoù an Dervallières evit « spontañ daou zen eus Bellevue » ur c’harter all eus Sant-Ervlan, e-kichen Naoned.
A-benn ar fin e troas da faol an taol rak diskaret e voe Abdelghani, ur paotr hag a dremene dre zegouezh ha gloazet ur paotr all a oa o kerzhout er straed.
N’eo ket bet adkavet ar muntrer met ul lodenn eus ar vandennad a zo bet serret. Barnet e oant abaoe deizioù e Naoned ha dimerc’her tremenet eo bet embannet ar c’hastizoù : eizh bloavezh toull-bac’h evit rener ar lec’h « deal », un arab a 26 vloaz anezhañ, ha kastizoù skañvoc’h evit ar c’hwec’h hailhon all a oa el loch gantañ. Daou anezho a zo bet laosket da vont zoken !
Ur « gerzhadeg wenn » a oa bet en Dervallières e 2021 « evit Abdelghani » met ne oa ket bet lakaet tan er c’hirri-tan an dro-mañ na klevet an tu-dehou pellañ o skroeñjal. Marteze peogwir e oa trafikourien dramm, estrañjour a-orin, ar vuntrerien…
[cc] Breizh-info.com, 2023, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine