Bep hañv e vez kaset poliserien nevez etre Ar Baol, Pornizhan hag ar Poulgwenn. Ha n’eo ket ur bagadig nemetken rak 40 poliser ouzhpenn a zo er c’homiserdi mui ur bagad CRSed a 70 den. Hemañ a zeu eus Tours (Bro-C’hall) !
E Sant-Nazer pe Roazhon, ne vez ket kaset tog ebet avat.
Met er Baol-Pornizhan hag e Poulgwen, bep hañv e vez muioc’h a dud gant al lañv a barizianed a zeu da saotrañ hor treizhennoù. Tud pinvidik al lodenn vrasañ anezho, staroù pe politikourien anavezet mat en o zouez, neuze, dav eo bezañ muioc’h war evezh evit « gwarantiñ o surentez ». Surentez ar vretoned zo un afer all !
Un tamm dale o do ar boleserien hag ar CRSed ar bloaz-mañ rak betek-henn e oant o klask gwareziñ ar Frañsizion diouzh ar razziaoù goude marv an « aelig aet d’an anaon re abred ». Met nebaon parizianed ! C’hwi ho po ho poliserien ouzhpenn tra ma chomo plouked Sant-Nazer pe Naoned dindan gwask an drafikerien dramm.
[cc] Breizh-info.com, 2023, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine