Daou savadur a zo evit bezañ savet e kreiz porzh skolaj ar Rochers Sévigné e Gwitreg. En holl 29 ranndi nevez mui ur parkva a c’hellfe diwaniñ e foñs ar porzh, e plas ar c’hozh lojeizoù karg hag a venn kouezhañ en o foull.
Abalamour d’an diouer a lojeizoù en Il-a-Gwilun e fell d’an Departamant lakaat sevel ur ranndi e porzh ar skolaj publik m’eo mestr warnañ. Evit hen ober zo bet divizet e vo gwerzhet ul lodenn eus ar porzh d’an embregerezh Néotoa, ur penngaser tiez anezhañ.
E diwezh miz mae eo bet kelaouet mererez ar skolaj, ar skolajidi hag o zud eus ar raktres brav ! Hag abaoe emañ an dispac’h er bourk ! Ur bajenn Facebook a zo bet krouet gant an dud droukontant, ur petision a zo bet lañset hag ur vanifestadeg a vo diriaou a zeu.
Hervez ar betisionourien e vo divrudet ar skolaj hag ouzhpenn-se e vefe ur pec’hed sevel ur savadur war al lodenn nemeti eus ar porzh ma’z eus gwez. Da lavaret eo al lec’h nemetañ ma c’hell ar skolajidi en em guzhat eus an heol pa vez tomm berv !
Pa seller ouzh ar fotoioù e weler splann e vo ar savadurioù just e-tal ar skolaj. Ha plijus e vo evit an dud o chom enne ? Dreist-holl evit ar re a vo rez-an-douar !
1050 sin a zo bet rastellaet evit ar petision d’an eur ma skrivomp ar pennad-mañ
[cc] Breizh-info.com, 2023, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine