Rechercher
Fermer ce champ de recherche.

Sant-Nazer : laeret en doa nav botez… kleiz !

« Sotoc’h eo eget ma botez kleiz » a vez lavaret e brezhoneg. Hag ar pezh sot aze a jaoj mat ouzh ar skudenn-mañ ! D’an 30 a viz even, evit « vañjiñ Nahel peurlazhet gant ar polis faskour » o doa bandennadoù hailhoned preizhet kreiz-kêr Sant-Nazer. Ur gwir razzia mob Barbaresk ! 24 stal a oa bet gwastet ha « netaet » gant « ar re zaoned eus an douar » Afflelou, ar FNAC, burevioù butun, Foot Locker, Zara, Mc Do, … Plijout a rafe d’ar gaochisted e vefe bet taget pretioù chik, ajañsoù-tiez, arouezioù ar C’hevala aze met… n’eo ket ! Preizhet eo bet « tamploù ar vevezerezh » gant tud ha ne reont foutr-kaer eus ar bolitikerezh hag ar mennozhioù eus an tu-kleiz. Peseurt doare tud e oa ? D’ho soñj… ?

16 anezho a zo bet serret gant ar polis da vihanañ. 10 a zo bet kaset dirak lez-varn Sant-Nazer d’ar sul 2 a viz gouere, minored en o zouez. Ur mailh e oa an hini koshañ. Un tregont vloaz den ha gantañ dija 33 menneg war e roll lez-varn. N’eo ket fall met gallout a ra ober gwelloc’h ! Hemañ a zo bet serret o laerañ sigaretennoù en ur buro butun. Ur gwir bolchevik ! Unan all a zo bet serret gantañ nav botez… kleiz ! Diaes da werzhañ anezho… en ur c’hendalc’h a dud dic’haret marteze…

Tañset int bet holl met da betra ‘servijas ? Kerkent hag an noz war-lerc’h e oa adlañset ar jeu e kreiz-kêr Sant-Nazer. Ha pilhaet stalioù all.

Evit poent n’eo ket bet embannet ar republik micherour ha demokratik eus Sant-Nazer c’hoazh. Met e karterioù zo ez a mat gant an trafikañ botoù chik pe dilhad cheuc’h avat !

Crédit photo : DR

[cc] Breizh-info.com, 2023, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Les commentaires sont fermés.

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

E brezhoneg, Ensauvagement, Local, Société, ST-NAZAIRE

Sant-Nazer : kirri-tan pulluc’het, tud er ranndi, fuzuilhadeg er straedoù…

Découvrir l'article

E brezhoneg, Immigration, Justice, Local, Société, ST-NAZAIRE

Sant-Nazer : Ar maer David Samzun a adlavar e souten SOS Méditerranée

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, Local, NANTES, Société, ST-NAZAIRE

Naoned ha Sant-Nazer : ar boliserien a-enep an trafikañ dramm

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, Local, Société, ST-NAZAIRE

Ar gevredigezh kleizour « La Fraternité » e Sant-Nazer laeret evit an 8vet gwech abaoe miz gouere !

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, Local, Société, ST-NAZAIRE

Sant-Nazer : strewiñ a raent ar spont en ur savadur, tri « c’haïd » kondaonet

Découvrir l'article

E brezhoneg, Immigration, Justice, Local, Société, ST-NAZAIRE

Sant-Andrev-an-Doureier (44) : ur burev-butun laeret, un Aljerian kondaonet

Découvrir l'article

E brezhoneg, Justice, Local, Société, ST-NAZAIRE

E kreiz Sant-Nazer, ur gwaz a oa bet kontellet gant e eks-vignonez, homañ zo kondaonet

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, ST-NAZAIRE

Sant-Nazer : toull-bac’het e miz eost evit bezañ kemeret perzh en ur afer grevus e c’houlenn bezañ leusket da vont

Découvrir l'article

E brezhoneg, Justice, Local, Société, ST-NAZAIRE

Sant-Nazer : 14vet taol polis en Trebal abaoe miz gouere a-enep an dramm, un trafikour parizian serret

Découvrir l'article

E brezhoneg, Immigration, Local, ST-NAZAIRE

Sant-Nazer : « N’eo ket me, n’eo ket me, n’em eus graet netra », an Aljerian dindan OQTF kondaonet memestra

Découvrir l'article

PARTICIPEZ AU COMBAT POUR LA RÉINFORMATION !

Faites un don et soutenez la diversité journalistique.

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.

Clicky