Bro-Pornizh : muioc’h a 150 laeroñsi evit an daou Aljerian !

Paourkaezh « repuidi » ! Setu daou zen hag a vo hor ijinourien da zont surawalch !

D’ar 16 a viz even e oa barnet daou Aljerian e lez-varn Sant-Nazer. E-pad 28 mn e voe lennet roll al laeroñsioù gant prezidantez al lez-varn ken hir e oa. Hir evel un deiz hep butun !

E korn ar c’hevrennoù keodedel e oa 182 den ! E Pornizh ha tro-dro o doa laeret an daou Aljerian pep tra a oa dindan o dorn e 2020 : ostilhoù, dafar stlenneg, marc’hoù-houarn, kluboù golf, sigaretennoù. Forzh petra ! « D’ar bled » e veze kaset produioù ar « razzia » gant unan anezho. N’eus ket bet amzer egile d’hen ober abalamour d’an archerien. En holl e vefe bet laeret evit 36 000€.

A-benn ar fin e vint serret war parkva Casino Pornizh… oc’h en em gannañ gant un den !

A-benn sizhun e vo embannet diviz ar varnerez. Hervez o breuterien e vefe « un diouer a brouennoù ». Un nebeut laeroñsi nemetken a zo bet anzavet gant an daou ganfard.

Crédit photo : DR

[cc] Breizh-info.com, 2023, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Les commentaires sont fermés.

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

E brezhoneg, Local, Sciences, VANNES

Ur brezegenn interesus ‘ba Gwened

Découvrir l'article

AURAY, E brezhoneg, Education, Local, Société

Landevan (Bro Gwened) : digoret e vo un hentad divyezhek b’ar skol bublik

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, Local, Pornic, Société

Laer ha drouklazher : ur Brezilian « spontet gant an disurentez e Naoned » kondaonet

Découvrir l'article

E brezhoneg, Social, Société, Vie Pratique

Achu gant « Labour ‘zo » !

Découvrir l'article

E brezhoneg, Justice, Local, Société, ST-NAZAIRE

« Mouster-al-Loc’h » (44) : 43 bloaz, kondaonet 35 gwezh… met echu eo !

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, Local, Pornic, Société

Bro-Raez : un « Uberdramm » dispennet

Découvrir l'article

E brezhoneg, Education, Local, QUIBERON, Société

Ur c’hlas divyezhek brezhoneg-galleg b’ar Gêrveur !

Découvrir l'article

CARHAIX, E brezhoneg, Local

Lise Diwan Karaez : ha dirouestlet eo an afer ?

Découvrir l'article

E brezhoneg, Education, Local, Société, ST-BRIEUC

Kastellaodren-Plagad : difenn an hentenn divyezhek !

Découvrir l'article

E brezhoneg, FOUGERES, Local

Felger : taget zo bet ur radar all !

Découvrir l'article

PARTICIPEZ AU COMBAT POUR LA RÉINFORMATION !

Faites un don et soutenez la diversité journalistique.

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.

Clicky