Bro Naoned : karavanennoù a vil vern !

Evel bep hañv setu karavanennoù a vil vern oc’h en em staliañ e bro Naoned. Ha n’eo ket karavanennoù touristed anezho ! Misionoù protestant a vez aozet e lec’h-mañ-lec’h evit an dermajied meur a wech met gwechoù all ez eus bodadegoù ha ne gomprener ket ar rak hag ar perak anezho. Kevezerezh a zo etre meuriadoù termajied zo ha, dre-se, n’hallont ket kenvevañ war ar memes tachenn. Dre-se e tle an dermajied bezañ war div zachenn disheñvel. Euredoù a vez aozet d’an hañv ivez hag a laka meur a veuriad d’en em dolpañ en ul lec’h re strizh evit tout ar c’haravanennoù. Alese e vez skwatet tachennoù publik pe prevez gant meuriadoù zo diar-goust tud ar vro evel just.

Setu ar pezh a c’hoarvezh er mare-mañ e Gwagenez e Bro-Raez. 70 karavanenn a zo en em staliet war an dachenn mell-droad hep goulenn tamm aotre ebet ha goude bezañ torret ar gloued ! Ur stadad a zo bet graet gant un urcher diwar c’houlenn an ti-kêr. Memestra e Sant-Mikael-Keveger m’emañ staliet un dek bennak a garavanennoù war an dachenn mell-droad ivez abaoe… div sizhunvezh ! Savet he deus klemm Pornizh Agglo.

E Gwerzhav, tostoc’h eus Naoned, e troas trenk ar soubenn disul tremenet etre an aotrou maer, Rodolphe Amailland, ha termajied zo pa klaskas paotr kentañ ar gumun mirout an dermajied a en em staliañ war un dachenn eus ar Grolerie. Hervezañ e vefe bet « kunujennet » ha « taolet d’an traoñ » memes. En desped d’e gourach, 200 karavanenenn o deus en em staliet war an dachenn ! Hag emaint eno c’hoazh !

Dimerc’her, div bolotennad a archerien a zo degouezhet mintin c’houloù en dachenn ha tapet krog en daou zen hag a vefe diskred warno bezañ lammet gant Rodolphe Amailland.

Crédit photo : DR

[cc] Breizh-info.com, 2023, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

 

Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Les commentaires sont fermés.

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

E brezhoneg, Local, NANTES

Ar Menez (44) : 61 Rrom e-kichen an dachenn vell-droad, petra ober gante ?

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, Local, Société, ST-NAZAIRE

Bouez (44) : un Termaji kondaonet evit bezañ gourdrouzet ar maer

Découvrir l'article

Châteaubriant, E brezhoneg, Ensauvagement, Justice, Société

Hezin-ar-Mengleuzioù (44) : ar maer kunujennet, un termaji kondaonet

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, Local, Société, ST-NAZAIRE

Pembo (44) : ur gumun e dalc’h… tri c’hrennard !

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, Local, Pornic, Société, ST-NAZAIRE

Sant-Pêr-Raez (Bro-Raez) : 200 karavanenn a dermajied war dachenn ar gouel « Fête’ival » !

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, Local, Paimpol, Société, ST-BRIEUC

Plourc’han (Bro Oueloù) : 100 karavanenn war an dachenn vell-droad !

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, Local, NANTES, Société

Naoned : un antifa kondaonet evit bezañ skoet gant poliserien

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, LA BAULE, Local, Société, ST-NAZAIRE

Sant-Andrev-an-Doureier (44) : ar maer en deus savet klemm « evit bezañ bet gourdrouzet gant termajied »

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, Guérande, Local, Société

Gwenrann : 150 karavanenn er C’hongor !

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, Pornic, Rugby, Sport

Pornizh (Bro-Raez) : termajied war an dachenn rugby !

Découvrir l'article

PARTICIPEZ AU COMBAT POUR LA RÉINFORMATION !

Faites un don et soutenez la diversité journalistique.

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.

Clicky