E Ankiniz ez eus un dreuzenn kerzhourien LGBT e kreiz-kêr. Normal eo rak ur gevredigezh evit kas war raok an ideologiezh LGBT war ar maez a zo e bro Ankiniz, an « EsAc » hec’h anv.
Gant kuzul-kêr ar re yaouank, d’ar 24 a viz mae, e oa bet kinniget da livañ an dreuzenn-mañ hag a zo dirak ul lise evel just. Kerkent hag ar 27 a viz mae e oa bet mastrouilhet ha taget luganioù enep war livioù ar ganevedenn. Savet e oa bet klemm gant ti-kêr Ankiniz anat rak ur pec’hed bras eo deuet da vezañ da vont a-enep an ideologiezh LGBT.
Gwalc’het e oa bet buan-tre gant servijoù an ti-kêr met disadorn tremenet eo bet mastrouilhet en-dro !
Ha skuizh e vefe tud zo gant ar propagand LGBT e bro Ankiniz ?
[cc] Breizh-info.com, 2023, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine