Puñsel (44) : un tad kondaonet evit bezañ roet ur flac’had d’e vab

Betek pelec’h ez aio an « desaverezh pozitivel » ha « madelezhus » ? Gant lez-varn Naoned, d’an 22 a viz mae, ez eus bet kondaonet un tad hag en doa roet ur flac’had d’e vab.

E Puñsel e oa ar familh e miz gwengolo 2020 ha treuzet e oa bet an hent gant ar paotrig hep sellet a-zehou hag a-gleiz a-raok. Gantañ e daou vreur ha c’hoar ! En em lakaet en doa en dañjer neuze, eñ hag e re ! Ha koulskoude e oa bet lavaret sklaer gant an tad en a-raok e oa arabat dezho treuziñ an hent.

Ya met disklêriet e oa bet an tad gant skol e vab ! Ar vestrezed o doa kredet « saveteiñ ur bugel en arvar » dre bellgomz d’ar servijoù sokial moarvat. Tri bloaz goude setu an tad dirak ar barner… Gant ar vezh !

Ha piv eo an tad-mañ ? Hervez « L’Eclaireur de Châteaubriant » e tesav e vugale e-unan rak « aet eo kuit ar vamm » ha ganti forzh penaos ne oa tamm reolenn ebet er gêr. Bremañ e fell dezhi « adober he buhez en ur vro all » met hep he bugale. Ah ? Peseurt bro ? En tu-all d’ar mor kreizdouarel ?

Bremañ en deus aon an tad kastizañ e vugale hervezañ. Aon rak ar justis hag ar servijoù sokial.

A-benn ar fin eo bet kondaonet met diskarget deus e gastiz rak un tad mat eo. Ret e vo paeañ 500€ d’e vab disentus memestra.

Ha souezhus eo ez eus muioc’h-mui a vugale diseven hag hep tamm reolenn ebet er gevredigezh a-vremañ ?

Crédit photo : DR

[cc] Breizh-info.com, 2023, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Les commentaires sont fermés.

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

E brezhoneg, Immigration, Local, NANTES

Naoned : 38 ti laeret e-korf 5 miz evit ur Roumanian

Découvrir l'article

Ensauvagement, Immigration, Local, NANTES, Société

Naoned : Djibril a zo diskred warnañ bezañ gwasket war testoù e-barzh ur fuzuilhadeg

Découvrir l'article

BREST, E brezhoneg, Local, NANTES, RENNES

Felliezh e Brest, Roazhon, Naoned : pegoulz e tivorfilo ar studierien eta ?

Découvrir l'article

Ancenis, E brezhoneg, Local

Bro Ankiniz (44) : ur penn-dramm kondaonet evit bezañ lakaet tan e meur a lec’h

Découvrir l'article

E brezhoneg, Justice, Local, NANTES, Société

Naoned : ur Reunionad kondaonet evit trafikañ dramm

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, Local, NANTES, Société

Sant-Juluan-Kankell (Bro Winiegi Naoned) : laeret eo bet ar buro-butun !

Découvrir l'article

Ancenis, E brezhoneg, Ensauvagement, Local, NANTES, Société

Ankiniz>Naoned : 160 km/e war ar c’hammedoù !

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, Local, NANTES, Société, ST-NAZAIRE

Naoned ha Sant-Nazer : ar boliserien a-enep an trafikañ dramm

Découvrir l'article

E brezhoneg, Immigration, Local, NANTES

Daou « Naonedad » « kondaonet » evit bezañ klasket kas dre zron produioù d’un den toull-bac’het

Découvrir l'article

Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Histoire, Local, NANTES, Patrimoine, Réunification

Naoned : ar Gwenn-ha-du dirak an ti-kêr tennet gant ar justis

Découvrir l'article

PARTICIPEZ AU COMBAT POUR LA RÉINFORMATION !

Faites un don et soutenez la diversité journalistique.

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.

Clicky