Cholori ha jabadao a oa en tiegezh-mañ eus Sant-Maloù ! Ken n’o doa ket mui an daou bichon droad d’en em welet. Kondaonet e oa bet ar paotr, a-orin eus Enez-Vaoris, evit bezañ huchet ha skoet gant e wreg. Merkoù he doa deiz ar varnadenn. Met ouzhpenn bloñsoù he doa bet gant ar wañv-du-mañ rak daou vugel a oa bet ganet etretant !
Ne vern, setu an daou amourouz o vont da ziegezh en-dro tro miz genver. Ha partiet ar chabous gwasoc’h eget biskoazh. Noz ha deiz ! D’an 30 a viz mae, tra ma oa an itron oc’h ober war-dro ur bratikez (kenedourez a-vicher eo) e tegouezh ar gwaz er c’habined ha setu eñ o kanañ pouilh dezhi. Loariet ar paotr ! Hag ur flac’hadenn d’e wreg war-briz ! Kavet eo bet gantañ he doa ur gwaz kleiz ! Sapre kampenn emezañ ! Mari loustroupouilh ! E-keit-se emañ ar bratikez o c’hortoz. Met n’hall ket gwelet netra eus an emgann rak « fals-malvennoù » a zo bet pozet dezhi ha n’hall ket digeriñ he daoulagad a-raok ma vefe sec’h ar peg ! Ur gwir bezh c’hoari eus Sacha Guitry !
A-benn ar fin ez a kuit Yann Dogan gant e gerniel ha gant 500€ ha paseporzhioù an daou vugel ! Diwezatoc’h e pellgomz d’e wreg evit he gourdrouziñ « e varvo, poanioù abominapl warni ! » « Te a baeo, te a baeo » emezañ rak « Doue an hini eo a ziviz ».
Peseurt doue ‘ta ? Bevet en deus ar paotr e ti e voereb e Enez-Vaoris ma’z eus un 17% a vuzulmaned… Ha goude Maoris en deus bevet e Paris a-raok degouezhout e Sant-Malo…
Kaset dirak lez-varn Sant-Maloù d’an 2 a viz even, e lavaras ar Maorisian d’ar barner « en doa komprenet bremañ ». Kondaonet eo bet da zougen ur dro-vrec’h elektronek e-pad 5 mizvezh memestra. Amzer dezhañ peur-gompren moarvat…
[cc] Breizh-info.com, 2023, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine