Lart-kroilh eo e roll lez-varn dija, gant 18 menneg ennañ e-korf 13 vloaz, met gallout a ra ober gwelloc’h ! Ur Rouman a zo bet kondaonet digwener tremenet gant lez-varn Kemper da 8 mizvezh a doull-bac’h.
El lez-varn e oa un dro elektronek gantañ tro-dro d’e vrec’h evit un afer all. Ne vern ! Daoust dezhañ bezañ dindan lagad ar justis e laeras ur gartenn-c’hlas digant ur vaouez er bus e fin ar bloaz tremenet. A-raok ma vefe komprenet gant ar vaouez e oa aet he c’hartenn diganti en doa ar Rouman bet amzer da zispignat 500€ e tavarnioù kreiz-kêr Kemper : c’hoarioù da skrabañ, sigaretennoù, baneoù lagout. Mont a reas buan ganti !
Siwazh dezhañ e oa bet filmet gant kameraioù video ar bus ha dre m’eo anavezet mat gant boliserien Kemper ne voe ket pell o riboulat.
Setu tud a « binvidik » ac’hanomp ‘kwir ?
[cc] Breizh-info.com, 2023, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine