Tud trelatet a zo en hor straedoù ! E Sant-Nazer zo bet kaset un den a 58 vloaz da ospital ar re sot d’an 18 a viz mae : skoet en doa ouzh implijidi un apotikerezh rak « mouezhioù » o doa roet urzh dezhañ « da skeiñ ouzh apotikerezed ». Da 4e30 GM e oa aet tre e apotikerezh ar Petit Caporal ha setu eñ o reiñ taolioù gouriz d’an implijidi a oa er boutik. Hep tamm abeg ebet ebet ! Mestroniet eo bet gant un den o tremen er straed hag en doa klevet ar merc’hed o huchal. C’hoant en doa an den trelatet peurlipat an traoù gant ur skabell, bennozh d’an tremenour n’en deus ket amzer da skeiñ ar paourkaezh merc’hed ganti.
Dont a rae ingal ar paotr feuls en apotikerezh-mañ ha biskoazh n’en doa graet trouz, war-bouez ur wech, un nebeut devezhioù a-raok, m’en doa safaret a vouezh uhel.
Ar paotr a zo mesket e spered eme ar vedisinourien, alese eo bet kaset da ospital ar re sot gant lez-varn Sant-Nazer. N’o do ket ar merc’hed skoet tamm prosez ebet. Hag int da vezañ deuet speredoù debret !
[cc] Breizh-info.com, 2023, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine