D’ar sadorn 27 a viz mae e vo raned o vanifestiñ e Lavreer-Botorel ! Da vihanañ eo bet galvet an dud d’en em dolpiñ gwisket e gwer pe treuzwisket penn-kil-ha-troad e raned. Perak ‘ta ? 72 devezh-arat a zouar mat a c’hellfe bezañ artifisielaet evit sevel un dachenn labourerezh nevez. Ha traoù a zo bet savet dija en takad gleborek-mañ : Un etrepaouez Mondial Relay, astennoù atalieroù, …
Ar pezh zo : bez ez eus loenedigoù gwarezet war an dachenn : ranned, naered, falc’huned, eskell-kroc’hen… ha dav e vo razhañ girzhi ha drezegi eme ekologourien ar vro. Hervez ar strollegezh « Environnement Sèvres et Loire » n’haller ket « dilec’hiañ an natur » rak fellout a ra d’ar Gumuniezh Kumunioù « kempouezañ » dre sevel tachennoù gwarezet c’hwec’h kilometr ac’hann. Ha koustus an « digoll endroel » : 262 000 € !
Ya, met daoust hag e c’heller lakaat harp d’an dioreen ekonomikel abalabour da ranned ? Amañ emañ an dalc’h…
Emañ ar gumuniezh kumunioù o klask ijinañ un hent « etre » ma c’hellfe an embregerezhioù kenderc’hel da labourat ha da greskiñ hep ma vefe difesonet betek-re an endro ha… direnket ar ranniged !
N’eo ket kendrec’het an ekologourien, setu perak e fell dezho « chom war evezh » ha manifestiñ evit poueziñ war an diviz a vo embannet e miz even.
[cc] Breizh-info.com, 2021, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine
Une réponse à “Lavreer-Botorel (44) : an dachenn-labourerezh nevez, mat pe fall evit an endro ?”
Je ne parle pas breton. Est-il possible d’avoir la traduction ?
Merci