Durant 12 bleziad o deus stourmet tud Ar Gemene aveit kaout un ospital. O ospital dezhe ! D’an 13 a viz mae e voe digoret dorioù ospital Alfred-Brard aveit ar wezh kentañ. D’ar 26 a viz mae e krogo dilojadeg ar glañvourion, betak ar 5 a viz mezheven.
Aveit kaout an ospital-mañ e stourmas kreñv dilennidi ar vro. E 2018 en doa groet René Le Moulleg, maer Ar Gemene, ur harz-debriñ memes kar ne yae ket an traoù àr-raok.
Pezh zo e servijo an ospital nevez surtout aveit ar re gozh : un EHPAD get 150 gwele a vo ennañ, un SMR-medisin a 40 gwele a vo ivez, 6 anezhe a servijo aveit ar prederioù habaskaüs.
Ma…D’an nebeutañ e vo ur servij yec’hed nevez er Gemene ha setu keloù mat !
[cc] Breizh-info.com, 2023, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine
Une réponse à “12 bleziad a stourm : digor eo ospital Ar Gemene !”
« Durant » 12 bleziad ? Ne vefe ket kentoc’h « e-pad » 12 bleiziad ?