Bro-Loudieg : ar vretoned ramplaset

An neb az a da bourmen e Bro-Loudieg a c’hell bezañ souezhet gant plakennoù-marilh zo : Romania, Bulgaria, Portugal, … dreist-holl Romania. E Roumania emañ erruet Loudieg ?

Gant kresk al lazhti Kermené e Koadlinez, er bloavezhioù 70, eo arruet wagonadoù a Valianed er vro. En em staliet o deus e Koadlinez hag hiziv c’hoazh n’eo ket ur rouez gwelet merc’hed du gwisket gant boubouioù o pourmen er bourk.

Met ramplaset eo bet ar Valianed e pleg ar bloavezhioù 2000 gant poblañsoù all : Turked, Portugaled ha dreist-holl Roumaned. Met, e-touez ar re-se ez eus div boblañs disheñvel, ar Roumaned hag ar Rromed. Lod eus ar re-mañ diwezhañ n’int ket rouman a vroadelezh met bulgarian.

Hag e Bro-Loudieg o deus feurmet ha prenet tiez e pep lec’h. Dreist-holl er Menez, ur vroig e reter Loudieg. E Sant-Jagu ar Menez da skouer e weler kalz anezho er bourk : BMW flimm-flamm, tud rous evel gedon (rous ha n’eo ket rouz), bugale trouzus, … e bourkoù ar Menez n’eus ket brud vat a zo ganto. Ha biskoazh n’eo ket bet ken uhel disoc’hoù Marine Le Pen er vroig-mañ !

E-tal iliz Sant-Yagu e kejer ouzh Simone hag a zo o prientiñ un interamant :

« Ne blij ket din poblañsoù zo nevez staliet er vro, muioc’h-mui a laeroñsi a zo du-mañ abaoe m’o deus en em staliet  Koalinez ha tro-dro. Traoù a zo bet laeret diganin hag e ouaran mat piv en deus graet an taol. Forzh penaos a c’hell an holl dud dont e Bro-Frañs bremañ. Ur gwir leti eo deuet da vezañ ! »

Ni a za un tamm pelloc’h, er-maez eus ar bourk. Gwelet e vez tiez ar « poblañsoù zo » : kozh kirri-tan amañ hag ahont, chas, plakennoù-marilh a bep seurt, lous eo tro-dro d’an tiez, leun ar poubelennoù, paperioù kozh war al leur… Ha klevet e vez komz yezhoù ha n’eo ket na brezhoneg na gallaoueg. Roumaneg ? Bulgareg ? N’omp ket evit lavarout. Ur c’harr-tan a erru, ha n’eo ket un twingo ! BMW eus an hini nevesañ ! Ur paotr a zo ouzh ar stur, n’eus ket tapet e 20 vloaz anezhañ ken sur ha tra.

Mont a reomp da wel anv an hini a vo hec’h obidoù warc’hoazh : un anv breizhad eo. Eus Breizh-Uhel, un anv anavezet mat er vro. Sellet a reomp an anvioù war ar boestoù tro-dro da iliz drist Sant-Yagu. Kalz a anvioù rouman ha portugalad. Ur seurt « cité » a zo just e-tal ar vered kozh : anvioù rouman amañ ivez.

Bretoned kozh o vont d’an anaon, poblañsoù all o tont, e Sant-Yagu e vezomp ramplaset. Abalamour da labouradegoù an agroboued hag e c’hoproù izel-tre !

Crédit photo : DR

[cc] Breizh-info.com, 2023, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Une réponse à “Bro-Loudieg : ar vretoned ramplaset”

  1. Bernard dit :

    Merci pour la traduction, svp !

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

BREST, E brezhoneg, Ensauvagement, Local, Société

Piv a dag ar studierien e Brest ?

Découvrir l'article

E brezhoneg, LANNION, Local

Digoret e vo skol Diwan Landreger !

Découvrir l'article

E brezhoneg, Justice, Local, Société, ST-BRIEUC

Plerin (22) : tapet gant an archerien gant dramm, setu int lesket da vont…

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Local, Patrimoine, PONTIVY

Sinet eo bet ar garta « Ya d’ar Brezhoneg » get kumun Lokmac’hloù

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, LORIENT

Henbont (Bro Gwened) : ur skol Diwan pe pas ?

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, Immigration, Local, NANTES, Société

Frozieg (Bro Raez) : un ti-bara hag ur munuzerezh laeret, ur Rrom serret [MAJ : kondaonet hag un OQTF]

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, International, Sport

Euskadi : ur gevredigezh evit ma vefe ur c’hevredad euskarad a bolod

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, RENNES

Roazhon : an hetoù 100% e galleg !

Découvrir l'article

E brezhoneg, Immigration, Local, Loudéac, PONTIVY

Kreiz Breizh : ur vro divrezhonet

Découvrir l'article

E brezhoneg, Tribune libre

Glenmor, Stivell, Servat, Denez ha bremañ ? [L’Agora]

Découvrir l'article

PARTICIPEZ AU COMBAT POUR LA RÉINFORMATION !

Faites un don et soutenez la diversité journalistique.

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.

Clicky