Donez (44) : ar Post lavar-dislavar diwar-benn he burev

Ha serret e vo burev Post Donez pe get ?

E miz meurzh e voe embannet gant maer Donez, e bro Sant-Nazer, e felle d’ar Post serriñ burev ar gumun. Ur c’hengor a oa bet savet da heul ha lañset ur petision. 2000 sin a voe rastellaet en holl.

A-benn ar fin emañ ar Post o paouez embann ne vo ket serret ar burev !

Hag ar melestradur da lavarout ez a war-zigresk an niver a bratikoù abaoe 2018 memestra : -60% ! Ya, eme ar sindikalisted, me serret e vez an ti-Post hep ma vefe kelaouet an dud en a-raok a-wechoù ha, forzh penaos, emañ digor d’ar mintin nemetken etre 10h ha 12h30 ! Er maread-se e vez degemeret 39 pratik dre vras, ar pezh n’eo ket fall tamm ebet…

Kinnig a ra ar maer e vefe kenlodennet servijoù ar Post gant servijoù publik all en ur « Frañs Servijoù » staliet e-barzh an ti-post. Skrivet en deus ar maer d’an is-prefed diwar-benn an dra-se.

Mod-all e vo ret da dud Donez mont gant ar c’harr-tan betek Sant-Nazer evit an disterañ pakad. Ha dav eo teurel evezh ouzh hor bilañs karbon hiviziken ?

Crédit photo : DR

[cc] Breizh-info.com, 2023, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Les commentaires sont fermés.

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

E brezhoneg, Local, LORIENT

An Oriant Tolpad Kêrioù a lâr’ Ya da live 2 ar garta aveit ar brezhoneg

Découvrir l'article

E brezhoneg, Education, International, Société

Norzh Bro-Gembre : nebeutoc’h a saozneg er skolioù, muioc’h a gembraeg

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, ST-BRIEUC

Binig-Staol (Bro-Oueloù) a lavar « Ya d’ar Brezhoneg »

Découvrir l'article

E brezhoneg, Evenements à venir en Bretagne

100vet deiz-ha-bloaz Gwalarn

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, Sciences, VANNES

Ur brezegenn interesus ‘ba Gwened

Découvrir l'article

AURAY, E brezhoneg, Education, Local, Société

Landevan (Bro Gwened) : digoret e vo un hentad divyezhek b’ar skol bublik

Découvrir l'article

E brezhoneg, Social, Société, Vie Pratique

Achu gant « Labour ‘zo » !

Découvrir l'article

E brezhoneg, Education, Local, QUIBERON, Société

Ur c’hlas divyezhek brezhoneg-galleg b’ar Gêrveur !

Découvrir l'article

CARHAIX, E brezhoneg, Local

Lise Diwan Karaez : ha dirouestlet eo an afer ?

Découvrir l'article

E brezhoneg, Education, Local, Société, ST-BRIEUC

Kastellaodren-Plagad : difenn an hentenn divyezhek !

Découvrir l'article

PARTICIPEZ AU COMBAT POUR LA RÉINFORMATION !

Faites un don et soutenez la diversité journalistique.

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.

Clicky