Ar Baol (44) : un Aljerian dibaper ha drammet serret en ur vila

Fellout a ra dezhañ chom e Breizh met, siwazh deomp, dav e vo dezhañ distreiñ d’e vro, hag ar buanañ ar gwellañ ! Hag eñ ur chañs evit Breizh…

19 vloaz. Aljerian. Dibaper. D’ar 25 a viz ebrel n’en doa ket laeret kalz traoù en ur vila didud eus Ar Baol : manegoù hag un tog jardrinour, tra ken.

Ar pezh zo, ret e oa dezhañ chom e Naoned (asinet er gêr gant ar justis) hag un OQTF en doa evit aferioù kozh (a-boan dibrizonet e oa bet d’an 13 a viz genver). Kannab ha pregabaline, louzoù implijet evel drogach, a oa gantañ pa voe serret gant polis Ar Baol, mui ur gountell. Hervez an enklaskour en defe gourdrouzet un den e Sant-Nazer d’an 11 a viz ebrel gantañ.

D’e brosez e lavaras mil digarez. En aner, kondaonet eo bet da 10 mizvezh toull-bac’h ha da vezañ skarzhet eus Bro-C’hall goude-se.

Ha skarzhet e vo a-benn ar fin ? Amañ emañ an dalc’h… Forzh penaos e c’hello distreiñ a-benn 10 vloaz ma n’eo ket degaset en-dro gant un Ocean Viking bennak a-raok !

Crédit photo :

[cc] Breizh-info.com, 2023, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

 

Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Les commentaires sont fermés.

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

E brezhoneg, Ensauvagement, Local, Société, ST-NAZAIRE

Bro Raez : unnek vloaz goude, eizh den kondaonet

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, Local, Société, ST-NAZAIRE

Sant-Nazer : kirri-tan pulluc’het, tud er ranndi, fuzuilhadeg er straedoù…

Découvrir l'article

E brezhoneg, Immigration, Justice, Local, Société, ST-NAZAIRE

Sant-Nazer : Ar maer David Samzun a adlavar e souten SOS Méditerranée

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, Local, NANTES, Société, ST-NAZAIRE

Naoned ha Sant-Nazer : ar boliserien a-enep an trafikañ dramm

Découvrir l'article

E brezhoneg, Immigration, Local, ST-BRIEUC

Sant-Brieg : un Aljerian kondaonet evit un dagadenn revel

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, Local, Société, ST-NAZAIRE

Ar gevredigezh kleizour « La Fraternité » e Sant-Nazer laeret evit an 8vet gwech abaoe miz gouere !

Découvrir l'article

E brezhoneg, Immigration, Justice, Local, Société, ST-NAZAIRE

Sant-Andrev-an-Doureier (44) : ur burev-butun laeret, un Aljerian kondaonet

Découvrir l'article

E brezhoneg, Justice, Local, Société, ST-NAZAIRE

E kreiz Sant-Nazer, ur gwaz a oa bet kontellet gant e eks-vignonez, homañ zo kondaonet

Découvrir l'article

E brezhoneg, Immigration, LA BAULE, Local

Ar Baol : div Rromez kondaonet evit bezañ laeret tiez ha ranndiez

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, ST-NAZAIRE

Sant-Nazer : toull-bac’het e miz eost evit bezañ kemeret perzh en ur afer grevus e c’houlenn bezañ leusket da vont

Découvrir l'article

PARTICIPEZ AU COMBAT POUR LA RÉINFORMATION !

Faites un don et soutenez la diversité journalistique.

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.

Clicky