Pluvaodan (Bro Dinan) : ne vo ket tiez hañv el lotisamant nevez !

E Pluvaodan emañ an ti-kêr o sevel ul lotisamant nevez ennañ 30 ti. N’emañ ket pell ar gumun eus Dinan, Sant-Malou, alese ez eus kalz a diez-hañv er vro-mañ.  Al lodenn gentañ eus al lotisamant a zo bet gwerzhet. Ur mor a daolioù-pellgomz en doa bet an ti-kêr p’en doa lakaet an tachennoù war ar marc’had. Pezh zo, ne felle ket d’ar vaerez, Laurence Gallée, e vefe gwerzhet an tiez d’an douristed ! En Hameau de l’Epine ne vo eil-tiez ebet hervezi ! Ha, war se, eo bet gwerzhet an tachennoù da dud ar vro nemetken !

Rak strizh eo ar reolennaoueg savet gant an ti-kêr evit gellet prenañ un dachenn : kriterioù a zo bet termenet evit an nep a fell dezhañ lakaat e anv. Dav eo kaout ur raktres evit ar vro da skouer. Hag ouzhpenn-se eo ar re a zo o chom er gumun dija hag a zo bet dibabet da gentañ. Da heul, ar re a zo eus Bro Dinan. Ha klask a ra an ti-kêr kaout familhoù yaouank evit ma vefe bugale er bourk !

Setu ur skouer da heuliañ e Breizh a-bezh !

Crédit photo :

[cc] Breizh-info.com, 2023, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Les commentaires sont fermés.

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

Dinan, E brezhoneg, Local

Plelann-Vihan (22) : un anv (nul) nevez evit astenn an ti-kêr

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, LORIENT

An Oriant. Ur giton « Breizh n’eo ket un eil-ti » er FIL tennet gant ar polis

Découvrir l'article

E brezhoneg, International

+300% a daosioù ouzhpenn evit an eil-tiez e Bro-Gembre

Découvrir l'article

E brezhoneg, Social, Société

FLB an distro ? A-enep… tiez-hañv ?

Découvrir l'article

PARTICIPEZ AU COMBAT POUR LA RÉINFORMATION !

Faites un don et soutenez la diversité journalistique.

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.

Clicky