Ne oant ket bet dilabour etre miz gwengolo ha miz here 2022 : e reter Il-ha-Gwilun, etre Gentieg ha Kastell-Bourc’h, tri laer aljerian o doa vizitet un ugent bennak a diez e-korf daou viz. Ha tapet gant ar polis a-benn ar fin.
Kar tud speredek e oa deus outo : kollet e oa bet e gartenn korigo en un ti gant unan anezho, gwad a oa bet laosket gant unan all hag un tamm sigaretenn gant an trede hini. Gwir bikaros anezho ! Bewech e veze implijet un Citroën C5 gant ar skipailh evit al laeroñsi ha remerket e oa bet meur a wech gant amezeien. Ouzhpenn-se e oa diheilhiet, pezh a sikouras ar boliserien d’e adkavout war ur parka eus Maurepas e Roazhon. Setu tud fin, ker fin evel revr an tepin !
D’an 28 a viz e vint barnet ha kondaonet gant lez-varn Roazhon. Daou anezho a dleo kuitaat Bro-Frañs goude ur frapad amzer en toull-bac’h. An trede hini a c’hello chom e Breizh. Den n’en deus komprenet perak…
[cc] Breizh-info.com, 2023, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine