Ur c’harr-tan tanflammet, poliserien taget, ardivinkaj foran drailhet, chantieroù dizalbadet, setu ar pezh a c’heller gwelet tud Sant-Brewen, e Bro-Raez, goude ar vanifestadeg antifa d’ar sadorn 29/04 evit souten aloubidigezh Europa.
Hag e c’hello ar vicherourien adkregiñ gant al labour dilun vintin er chantier dizalbadet gant ar vourc’hizien antifa ? Ha dav e vo lakaat anezho e dilabour teknikel ? Ne ra ket foutr an antifa eus tout-se, rak n’eo ket proletaerien al lodenn vrasañ anezho.
Ha setu ar pezh a c’hell ober an antifa hep bezañ harpet gant ar polis :
https://twitter.com/nogues_gael/status/1652313655252320259
Perak ? Peogwir int holl bourc’hizien, mibien barnerien pe breutaerien anezho. Antonin Bernanos, Raphaël Arnault, an holl anezho a zo bourc’hizien. N’eo ket gant seurt tud e vo berr an arc’hant dilun vintin.
Ha sellit peseurt doare mein a vez chetet war an dud o vanifestiñ a-enep ar greizenn evit an alouberien ? Aze, n’eus ket mui droad manifestiñ e Breizh evit ar re n’int ket antifa ? Setu an demokratelezh a fell d’an tu-kleiz staliañ en hor bro ?
#SaintBrevin : Témoignage d'un riverain qui vient de se faire caillasser par des Antifas sous prétexte qu'il est contre l'accueil de #migrants chez lui pic.twitter.com/NnzG1QFvtR
— Réalité Actuelle (@ReaActuelle) April 29, 2023
E Sant-Brewen evel e Kallag, emañ tud ar vro a-enep ar c’hreizennoù evit an alouberien. Ne fell ket dezho bezañ ramplaset. Ha n’eo ket an antifa evit gouzanv seurt frankiz a spered !
[cc] Breizh-info.com, 2023, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine