13 dañvad rouez a zo bet laeret en un ti-feurm pedagogel eus Sant-Sebastian-an-enk e reter Naoned d’an 18 ha 19 a viz ebrel.
Rouez e oa an 13 dañvad-mañ rak dañvad solognot hag eusa a ouenn vat e oa. N’eo ket ar wech kentañ e vez laeret dañved tro Sant-Seb’. Hervez Alain Redureau, rener an ti-feurm, « en holl atantoù e vez laeret deñved abaoe daou vloaz« . Etre tri ha c’hwec’h dañvad a vefe laeret bep bloaz, ur c’holl a 10 000€ evit ar baizanted memestra !
Hervez Alain Redureau e vefe laeret al loened evit « debriñ anezho ». Ha feuls al laeroñsioù : implijet e vez neudennoù houarn gant ar forbaned. Fiselet ar pevar fav ha dao, er c’harr-tan !
Evit poent, n’eus tamm roud, titour ebet hag a ziskouezfe ez eus ul liamm etre an afer-mañ ha fin ar ramadan…
[cc] Breizh-info.com, 2023, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine
2 réponses à “Sant-Sebastian-an-enk (44) : 13 dañvad rouez laeret en un ti-feurm pedagogel”
Je crois que je connais cette commune proche de Nantes. Cela parle d’élevage ovin, sur 18 hectares.
Mais comme je ne comprends pas le breton, alors que ma Maman et ma Grand-Mère le parlaient, je ne sais. Une traduction française serait la bien venue!
N’eo ket ar bleizh ar gwazañ laer.