Douarnenez : ur Gwadeloupean kondaonet evit pellgomzadennoù drouk d’e vestrez

Ur sapre hini eo ! Bet paotr ar c’hokaïn hag ar c’hanab, ar Gwadeloupean a zo dindan vedisined hiviziken. Mont a ra da di bikol da « remediañ e adiktadurioù ». Ne vir ket outañ da genderc’hel da lakaat ‘barzh gwezhave. Setu ar pezh a c’hoarvezhas d’an 13 a viz ebrel war a seblant. Ur mignon dezhañ a zo marv teir sizhun zo, kavet en doa un digarez da darzhañ… meur a hini !

Ur plac’h hag a zo bet e vestrez az eas da sevel klemm e komiserdi Douarnenez. Resevet he doa kemenadennoù messenger ha pellgomzadennoù drouk a-berzh he zruchon : « Fais ce que t’as à faire, t’as scellé ton sort » a oa skrivet e-barzh unan anezho. Arabat mesklañ ar boeson hag ar pellgomzer !

Serret gant ar boliserien kerkent setu eñ kaset dirak lez-varn Kemper d’an 21 a viz ebrel, moan e lost gantañ. Hag e vreutaer da glask digarezioù d’e bratik : hervezañ e « klev mouezhioù » hag eo « trelatet ». Waw !

Petra an diaoul he deus kavet ar vaouez d’un istrogell a seurt-se ?

N’eo ket bet kondaonet ar Gwadeloupean evit ar c’hemenadennoù a-benn ar fin met pevar mizvezh toull-bac’h a zo bet roet dezhañ evit ar pellgomzadennoù. Un dro-vrec’h elektronek a vo gantañ.

Crédit photo : de

[cc] Breizh-info.com, 2023, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

 

 

 

 

 

Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Les commentaires sont fermés.

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

DOUARNENEZ, E brezhoneg, Local

Douarnenez : testeniet eo bet live 1 ar garta YaB !

Découvrir l'article

DOUARNENEZ

Douarnenez : une femme poignardée par son mari, une enquête pour tentative d’assassinat ouverte

Découvrir l'article

Culture & Patrimoine, DOUARNENEZ, Histoire

Le collectif musical BRETONS rend hommage aux Penn Sardinn – Retour sur la grève des sardinières de Douarnenez

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, GUINGAMP, Local, Société

Gwengamp : ar Gwadeloupean a oa un tager revel !

Découvrir l'article

DOUARNENEZ

Coup de filet anti-drogue à Quimper et Douarnenez : six hommes incarcérés

Découvrir l'article

Tribune libre

Douarnenez. Une hausse de la taxe d’habitation qui ne passe pas [Lettre ouverte]

Découvrir l'article

DOUARNENEZ, E brezhoneg, Ensauvagement, Local, Société

Douarnenez : taolioù kontell etre gaochisted, un den kondaonet

Découvrir l'article

DOUARNENEZ

Retour sur la conférence de SOS Méditerranée à Douarnenez

Découvrir l'article

DOUARNENEZ, Environnement

Saveteerien-vor an SNSM . 4 munud e Breizh

Découvrir l'article

DOUARNENEZ, E brezhoneg, Local

Daou barizian kondaonet evit bezañ degaset drogach da zDouarnenez

Découvrir l'article

PARTICIPEZ AU COMBAT POUR LA RÉINFORMATION !

Faites un don et soutenez la diversité journalistique.

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.

Clicky