Felger, Perroz : parkañ da baeañ atav !

Muioc’h-mui e vez lakaet « da baeañ » ar parklec’hioù e Breizh. Er c’hêrioù bras da gentañ. E Roazhon, Brest pe Naoned, n’eus ket mui moaien parkañ an otoioù e kreiz ar bourk. Lakaat an dud da barkañ o oto e Kerneblec’h ha mont gant ar bus pe ar metro eo ar pal. Hogen e lec’hioù zo n’eus tamm arsav bus pe metro ebet ! Ha gwasoc’h zo : bremañ eo ret paeañ pa vez parket an oto e parklec’hioù a-ziabell !

E Felger emañ ar c’hiz-mañ o c’hounid tachenn. Warlene eo bet lakaet « da baeañ » parklec’h ar Roc’h gant an ti-kêr. Bremañ eo hini ar Potern, just e-tal ar c’hastell, a vo lakaet « da baeañ » ivez. Penaos e vo graet gant an dud a zo o chom e-kichen ha n’o deus ket arc’hant awalc’h evit prenañ ul loch evit an oto ?

E Perroz ez eus tri parklec’h en Trestraou, just e-tal an draezhenn. Emañ an ti-kêr o paouez embann e vo lakaet da baeañ an tri farklec’h-mañ e-pad an hañv ! An douristed a ranko paeañ met ivez ar vretoned ! Ha ne vo ket ur priz ispisial evit tud ar vro. Penaos e vo graet gant ar re a labour er pretioù tro-dro pe en thalasso da skouer ? 500 plas a chomo digoust met dav e vo d’al labourerien arruout abred evit gellet kaout ur plas. Ur c’harr-boutin a vo lakaet e plas ivez. Met dav e vo d’al labourerien parkañ an oto e Kerabram ha gortoz ar c’harr-boutin. Ar pezh a dalv e vo ret sevel abretoc’h bep mintin ha distreiñ diwezatoc’h bemnoz.

Perak n’eus ket erbedoù disheñvel etre tud ar vro hag an douristed ?

Crédit photo : DR

[cc] Breizh-info.com, 2023, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Les commentaires sont fermés.

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

E brezhoneg, Ensauvagement, FOUGERES, Local, Société

C’hoazh ur c’harr-tan devet e Felger !

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, LANNION, Local

Perroz (Bro Dreger) : a-benn ar fin e vo savet ur greizenn Pierre & Vacances er C’henkiz !

Découvrir l'article

E brezhoneg, FOUGERES, Immigration, Local

Felger : laeret en doa ur moto, ur Somalian serret gant ar vekanisianed

Découvrir l'article

Local

Hommage à Alan Viaouet, fervent défenseur de la cause bretonne

Découvrir l'article

Culture & Patrimoine, Histoire

Marion du Faouët : brigande bretonne et héroïne populaire

Découvrir l'article

Culture & Patrimoine, Patrimoine

Une brève histoire de la littérature bretonne

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, FOUGERES, Local, Société

Felger : Tiez ar Groaz Ruz hag ar Sikour Pobl dizalbadet

Découvrir l'article

Crypto, Economie, LORIENT

Le Bitcoin s’installe à Lorient : un nouveau commerçant accepte la cryptomonnaie

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Histoire, Local, NANTES, Politique

Naoned : div vanifestadeg evit Breizh adunvanet !

Découvrir l'article

Culture & Patrimoine, Histoire

Erispoe, roue kentañ Breizh. Erispoë, premier roi de Bretagne ! – An Istor Livet

Découvrir l'article

PARTICIPEZ AU COMBAT POUR LA RÉINFORMATION !

Faites un don et soutenez la diversité journalistique.

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.

Clicky