Un dibenn sizhun e Brest…

E Brest e oan an dibenn sizhun-mañ.

Fidamdoue ! Cheñchet o deus kalz Brest mêm’ ha Rekourañs !

Arabat mont d’an ti-kêr ma’z eo ur beg gwenn ac’hanout ! Dirak an ti-kêr, war ar skalier hag o vont war-draoñ al leurenn war-du straed Siam n’eus ket met estrañjourion. Goude ur seurt treuzell ez eus ur jardrinig. Teir gwech on tremenet dre aze ha teir gwech e oa tud yaouank ha ne oant ket bretoned a-orin, o flapañ hag o krial ha dreist-holl o klask laou ouzh an dud o tremen. Ur vaouez a rankas kas anezho da sutal rak torr-penn e oant ganti.

Pelec’h emañ ar feministed aze ?

Un tamm pelloc’h, o pegañ luganioù feminist e pep lec’h moarvat. Hag o kabluziñ ar baotred wenn. Ha koulskoude e kreiz kêr Brest n’eo ket ar re wenn a vez o flac’hotañ ar merc’hed.

Disadorn e tremenas ur vanifestadeg dre greiz kêr a-enep reform ar retredoù. Etre 50 ha 70 e oant ! Daou zevezh a-raok e oa etre 7000 ha 10 000 manifestour e Brest ! Petra zo c’hoarvezhet etretant eta ? Disadorn e oa gaochisted o vanifestiñ ha n’eo ket ar bobl. A-boan ma oa ur banniel eus ar CGT er pardon. Ne oa ket met bannielloù anarkour ha komunour.

Ha padal, e kreiz kêr, dirak ar prefeti moarvat (n’hallis ket gwelet peseurt savadur e oa rak stanket e oa an hent) e oa poliserien armet mat. Ha kirri-tan polis o kemer straed Siam en tu-fall, o c’hwitellerezed-tro o seniñ. Kougoulioù ganto evel ma vefe tud eus ar GIGN !

Evit un 50 den bennak ! 50 rak etretant en doa kollet ar pardon un ugent bennak a dud ha pa tegouezhas ar vanifestadeg e korn straed ar prefeti dirak ar boliserien ne oant ket niverus-niverus. Evit brasañ plijadur an tavarnioù !

Ur park a zo e-kichen an ti-gar. D’an noz em eus gwelet estrañjourion o kantreal e-barzh ha tro-dro. O trafikañ ? N’on ket bet da gaout anezho. Ne soñj ket din e vezont er park-mañ evit e netaat, atav. E kreiz kêr n’eus ket mui ti-krampouez evel gwechall, pretioù ekzotek, kebaboù ne lavaran ket. Evel ma vefer etre Bombay ha Marrakech…

A-raok mont kuit on tremenet dre bPontanezen. 80 broadelezh e-barzh ar c’harter ! Feiz d’am botoù ! Merc’hed mouchet, paotred gwisket mod afghan, estrañjourion « survêt-kapuch » o sellet ouzoc’h evel ma vefec’h ur poliser pe un intru bennak. E Pontanezen, n’eur ket mui e Breizh. Nag en Europa kennebeut !

Crédit photo : DR

[cc] Breizh-info.com, 2023, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Les commentaires sont fermés.

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

E brezhoneg, Ensauvagement, Local, LORIENT, Société

Plañvour/Gwidel : petra c’hoarvez get ar Jipsianed ?

Découvrir l'article

BREST, E brezhoneg, Ensauvagement, Local, Société

Brest : ar filierenn albanad dirak ar barner

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Sociétal, Société

TER BreizhGo : ar c’hemenadennoù e brezhoneg hag e gallaoueg hiviziken !

Découvrir l'article

Agriculture, E brezhoneg, FOUGERES, Local

Il-ha-Gwilun : an FDSEA a nac’ho ar c’hontrolloù hiviziken

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, LANNION, Local, Patrimoine

Landreger (Bro Dreger) : ur skol Diwan a-benn an distro-skol !

Découvrir l'article

BREST

Démarchage frauduleux à Brest : la Croix-Rouge française appelle à la vigilance

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Sociétal, Société

Ar bleiz en e slip : ul levr nevez evit ar vugale e brezhoneg met…

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, LANNION, Local

Perroz (Bro Dreger) : a-benn ar fin e vo savet ur greizenn Pierre & Vacances er C’henkiz !

Découvrir l'article

BREST, E brezhoneg, Immigration, Local

Ar Releg-Kerhuon (29) : Dindan OQTF, dindan boeson met o tagañ an dud gant kontilli !

Découvrir l'article

BREST, E brezhoneg, Justice, Local, Société

Brest : paotr ar Surinam e gof leun a gokain a chom en toull-bac’h

Découvrir l'article

PARTICIPEZ AU COMBAT POUR LA RÉINFORMATION !

Faites un don et soutenez la diversité journalistique.

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.

Clicky