Koñchoù born Maître Gims : lodenn diveuz ar biramidenn

Souezhet eo bet an dud o klevet ar « c’haner » Maître Gims o tennañ koñchoù born eus e gelorn diwar-benn ar piramidoù, an tredan. Met n’eo ket ur souezh klevet seurt sorbiennoù. Ha klevet e vez gwasoc’h er metoù « afrocentrist », kalz gwasoc’h !

Diazezet eo tout ar c’hoñchennoù-se war teoriennoù Cheikh Anta Diop, ur senegalad anezhañ. Gantañ eo eo bet skrivet evit ar wech kentañ e oa « du ar faraoned » da skouer. Videoioù e brezegennoù a vez kavet ha sellet war internet c’hoazh, hag int filmet er bloavezhioù 60 !

Hag evel just, e skriv an Afrikaned kemenadennoù d’o heul ma roont pour da Anta Diop. « C’est le plus grand savant que l’humanité a (sic) connu », « Le plus grand savant du XXe siècle. Le parolier… », etc…

Ha padal, lakaet eo bet duoc’h eget e siminal gant ar skiantourion european hag amerikan. War a seblant n’en deus ket labouret war an dachenn ha n’en deus ket graet tamm dizoloadenn ebet. Labouret en defe diwar skridoù ha labourioù bet graet araozañ gant… skiantourion european ! E berr komzoù e oa Anta Diop, ur c’hontour, ur « grio » mod Afrika ha n’eo ket ur skiantour. Ne vir ket ouzh gouarnamant ar Senegal da vezañ anvet skol-veur Dakar « skol-veur Cheikh Anta Diop ». Un tamm evel ma vefe bet anvet ar CRBC amañ e Breizh, ar « CRBC Yann Markale » !

Memes mod evit ur « skiantour afro-centrist » all : Théophile Obenga. Emañ ar C’hongolad o klask abaoe bloavezhioù un orin boutin d’an holl yezhoù afrikan. Gouez dezhañ, da skouer, « e oar mat 2000 yezh afrikan » ! Ha ma ! Ur sell politikel en deus war an Istor anat, gantañ ar c’hoant da gavout UR bobl en Afrika, rannet ha strewet e meur a veuriad gant ar re wenn. Kavet zo bet faot gant e labourioù gant ar skiantourion european met ne vern. An « ejiptologour »-mañ a gendalc’h da gaout ul levezon war poblañsoù zo.

Hag eno emañ an dalc’h ‘m eus aon. Poblañsoù zo a wel mat eo an Afrika a-bezh ur gwir « shithole ». « N’eo ket aet tre en istor ar paotr afrikan » en doa lavaret Nicolas Sarkozy. Ha penaos lavarout ar c’hontrol ? Bevañ a ra an holl vroioù afrikan diwar skoazelloù dengar ar broioù gwenn. Ar re yaouank eus Dakar da Nairobi a glask « mont gant ar vag » noz-deiz evit kavout o zamm buhez en Europa pe Amerika.

Alese, ar pleg da gemer gloar gant stultennoù. Da c’hoveliañ koñchoù born diwar istor pobloù brudet, ar faraoned da skouer. Ha da vont pelloc’h-pellañ ganti. Gant un tamm « komplotism » war ar marc’had. War an ton : « kuzhet eo istor ar re zu gant ar re wenn falakr » evel just. Amañ emañ an dalc’h gant Afrikaniz marteze…

Ha pegoulz e vo ur vro du diorroet ma c’hellfemp ni, tud gwenn, kemer skouer warni ha bezañ bammet dirazi ?

Crédit photo : DR

[cc] Breizh-info.com, 2023, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

3 réponses à “Koñchoù born Maître Gims : lodenn diveuz ar biramidenn”

  1. piron dit :

    cela confirme que ses neurones sont atteints d’où son petit Q I !!

  2. Et Alors ! dit :

    LOL ! C’est ça l’obscurantisme .

  3. André dit :

    On a atteint avec ces déclarations le niveau moins 150 pas encore répertorié dans l’échelle de la nullité intellectuelle……le plus grave, c’est que des milliers de followers incultes vont croire à ce genre d’ inepties vu leur crédulité et leur ignorance totale de l’ Histoire. Et tout cela relayé par les médias, soucieux certainement, d’élever les débats de discussion !

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

E brezhoneg, Education, Local, QUIBERON, Société

Ur c’hlas divyezhek brezhoneg-galleg b’ar Gêrveur !

Découvrir l'article

CARHAIX, E brezhoneg, Local

Lise Diwan Karaez : ha dirouestlet eo an afer ?

Découvrir l'article

E brezhoneg, Education, Local, Société, ST-BRIEUC

Kastellaodren-Plagad : difenn an hentenn divyezhek !

Découvrir l'article

E brezhoneg, FOUGERES, Local

Felger : taget zo bet ur radar all !

Découvrir l'article

Culture & Patrimoine, E brezhoneg, FOUGERES, Histoire, Local, Patrimoine, Religion, Société

Saint-Germain-en-Coglès (35) : ur c’halvar livachet !

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, Local, PLOËRMEL, Société

Funoù e kouevr laeret : ur barrad ‘ba Morbihan !

Découvrir l'article

E brezhoneg

« Brezhoneg Gallo Kaoz », ur strollad kuzh nevez evit ar brezhoneg hag ar gallaoueg

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, GUINGAMP, LANNION, Local

Ha savetaet e vo levraoueg Kawan ?

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, Local, PLOËRMEL, Société, VANNES

Talbont (56) : roget eo bet ar Gwenn-ha-du !

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Patrimoine, Politique

Douar ha Frankiz : « Ar Brezhoneg, an digresk ! Abalamour da biv ? »

Découvrir l'article

PARTICIPEZ AU COMBAT POUR LA RÉINFORMATION !

Faites un don et soutenez la diversité journalistique.

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.

Clicky