Daou baotr a oa bet lazhet en un taol d’an 28 a viz meurzh e karter Maurepas e Roazhon. Krediñ a ra ar boliserien eo c’hoarvezet ar fuzuilhadeg-mañ abalamour d’an trafikañ dramm. D’al lun 3 a viz ebrel eo bet serret an hini a zo sañset bezañ an tennour. Gant e voutig (ganet er C’homore) en doa tec’het kuit eus Breizh. Bet gant ar c’harr-nij er C’homore da gentañ. Ha neuze degouezhet e Mayotte ma vefe e familh o chom. Eno eo bet serret an daou bichon.
Hervez ar prokulor « e vefe degouezhet ar paotr en ur skwat eus Maurepas an deiz a-raok ar fuzuilhadeg. » Ha ne oa ket evit profañ bokedoù ! « Aze en defe tennet war daou baotr all (unan ganet e Cayenne, egile e Vierzon) ha roet taolioù kontell dezho ». An deiz war-lerc’h e vefe degouezhet er poent deal eus ar Gros-Chêne, un is-karter eus Maurepas. Daou labous kailh a oa o « tealañ » eno. Ezel eus ar memes skipailh hag an daou all gloazet an deiz a-raok ? Ne oar ket ar boliserien c’hoazh. Pezh zo, an tennour (sañset) en defe klasket afer ouzh an daou zealer. Ha gourdrouzet anezho.
D’an noz e tistroas d’ar Gros Chêne ma oa an daou baotr o trafikañ c’hoazh ha tenn. Diskaret an daou en un taol.
[cc] Breizh-info.com, 2023, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine