Felger : 7000 luc’hskeudenn gozh roet d’an dielloù kêr

Ul livour brudet e oa Albert Durand, a-orin eus Felger. Ur straed Albert Durand a zo e Felger evit enoriñ e vemor. E 1889 e voe diskouezhet e oberennoù en Diskouezhadeg Hollvedel eus Paris. Distreiñ a reas da Vreizh goude ur frapad amzer e Paris. Aze en em ouestlas d’e gêr c’henidik. Gantañ e voe savet ti an degemer da skouer. Ur wech dilennet da guzulier kêr e kendrec’has an ti-kêr da brenañ ar c’hastell, kuit ma kouezhfe en e boull maen ha maen… A-drugarez dezhañ e voe savetaet befrez Felger ivez.

Tik e oa gant al luc’hskeudennerezh ! A-hed e vuhez e reas luc’hskeudennoù, e tennas poltridi eus Felger hag eus tud Felger. Ur bern anezho az eas da gartennoù post. Bremañ c’hoazh pa vez kavet en ur foar an traoù kozh bennak ur gartenn-bost kozh eus Felger e c’hell bezañ graet diwar ul luc’hskeudenn eus Albert Durand. E 1943 e varvas en e 87 vloaz hag e luc’hskeudennoù a voe lakaet e boestoù metal. Ha zao, er grignol ! 7000 en holl, war plakennoù gwer ! Gant un nasel int bet diskennet eus grignol ar C’hlos Morel, ur maner eus kreiz-kêr Felger

Nevez zo, e voe divizet gant e familh o reiñ d’an dielloù kêr. 7000 foto eus ar Felger kozh en ur charread ! Ur prof istorel eus ar c’hentañ !

Emañ an diellourion o labourat war al luc’hskeudennoù-mañ. Hervezo e vefe anavezet un 10% bennak anezhe nemetken dre ar c’hartennoù post. Met petra vo kavet er 90% a chom ?

Crédit photo : Wikipedia Commons

[cc] Breizh-info.com, 2023, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

 

Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Les commentaires sont fermés.

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

E brezhoneg, Ensauvagement, FOUGERES, Local, Société

C’hoazh ur c’harr-tan devet e Felger !

Découvrir l'article

E brezhoneg, FOUGERES, Immigration, Local

Felger : laeret en doa ur moto, ur Somalian serret gant ar vekanisianed

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, FOUGERES, Local, Société

Felger : Tiez ar Groaz Ruz hag ar Sikour Pobl dizalbadet

Découvrir l'article

E brezhoneg, Education, Ensauvagement, FOUGERES, Local, Société

Felger : daou gelenner taget en ur skolaj

Découvrir l'article

E brezhoneg, FOUGERES, Local

Fuzuilhadeg e bro Felger : daou zen dirak ar barner

Découvrir l'article

E brezhoneg, Economie, FOUGERES, Local

E bro Felger e c’heller paeañ gant ar « galettes » hiviziken !

Découvrir l'article

E brezhoneg, Education, FOUGERES, Local, Société

Skolaj Gandhi e Felger : REP pe get ?

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, FOUGERES, Local, Société

Otoioù pulluc’het e Felger/Foujër : peder ouzhpenn an dibenn-sizhun-mañ !

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, FOUGERES, Local, Société

Bro Felger : tan er radarioù !

Découvrir l'article

E brezhoneg, FOUGERES, Local

Felger : ar pod-espern laeret en ur preti gant laeron « eus ar reter »

Découvrir l'article

PARTICIPEZ AU COMBAT POUR LA RÉINFORMATION !

Faites un don et soutenez la diversité journalistique.

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.

Clicky