Rechercher
Fermer ce champ de recherche.

26 laeroñsi e Naoned : an Aljerian kondaonet ha… leusket da vont !

E miz kerzu 2019 eo degouezhet e Bro-Frañs hag eñ bet ganet ha maget en Aljeria. Krediñ a rae a vefe bara gwenn evitañ e Breizh met n’eo ket e gouraj en deus kavet amañ, ar boeson ne lavaran ket. E miz c’hwevrer 2021 e erruas e Naoned. Diouzhtu en em ouestlas d’e Zoue : al laeroñsi hag al lagout ! E Naoned, Sant-Sebastian-an-enk e laeras traoù e tiez zo. E Gwerzhav hag Orvez e kouskas e tiez all zoken ! Ur gwir razzia a reas e Bro-Naoned met leuskel a reas e ADN un tamm e pep lec’h.

D’ar 5 a viz ebrel e oa dirak lez-varn Naoned. Anzaviñ a reas an holl draoù pe dost met sur eo ar boliserien ez eus bet graet muioc’h gantañ. Skañv ar prouennoù, diaes da brouiñ e oa e lec’hioù zo, a-barzh fin ar gont e vo lakaet 26 laeroñsi war e chouk nemetken. Pezh zo mat dija !

Hag aze e c’hoarvezhas un dra diskredapl e lez-varn Naoned : daoust d’ar prouennoù, d’an ADN, d’e avouañsoù : kondaonet eo bet an Aljerian da zek mizvezh toull-bac’h GANT GOURSEZ. Ha leusket da vont ! Dindan OQTF eo abaoe bloaz met leusket eo bet da vont memestra. D’an aotroù barner e lavaras e oa o labourat hep bezañ disklêriet (« labour du ») hag istimet eo bet gant paotr ar justis e oa ar paourkaezh Mahmoud o klask « en em zibab » memestra.

Biskoazh kement all !

Crédit photo :

[cc] Breizh-info.com, 2023, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Les commentaires sont fermés.

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

Ancenis, E brezhoneg, Ensauvagement, Local, NANTES, Société

Ankiniz>Naoned : 160 km/e war ar c’hammedoù !

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, Local, NANTES, Société, ST-NAZAIRE

Naoned ha Sant-Nazer : ar boliserien a-enep an trafikañ dramm

Découvrir l'article

E brezhoneg, Immigration, Local, ST-BRIEUC

Sant-Brieg : un Aljerian kondaonet evit un dagadenn revel

Découvrir l'article

E brezhoneg, Immigration, Local, NANTES

Daou « Naonedad » « kondaonet » evit bezañ klasket kas dre zron produioù d’un den toull-bac’het

Découvrir l'article

Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Histoire, Local, NANTES, Patrimoine, Réunification

Naoned : ar Gwenn-ha-du dirak an ti-kêr tennet gant ar justis

Découvrir l'article

E brezhoneg, Immigration, Justice, Local, Société, ST-NAZAIRE

Sant-Andrev-an-Doureier (44) : ur burev-butun laeret, un Aljerian kondaonet

Découvrir l'article

E brezhoneg, Immigration, Local, ST-NAZAIRE

Sant-Nazer : « N’eo ket me, n’eo ket me, n’em eus graet netra », an Aljerian dindan OQTF kondaonet memestra

Découvrir l'article

Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Histoire, Local, NANTES, Patrimoine, ST-NAZAIRE

Naoned : ar Maillé-Brézé zo deuet en-dro !

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, Local, NANTES, Société

Naoned : un antifa kondaonet evit bezañ skoet gant poliserien

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, NANTES, REDON, Religion, Société

Redon : partiet eo an Tro Breizh !

Découvrir l'article

PARTICIPEZ AU COMBAT POUR LA RÉINFORMATION !

Faites un don et soutenez la diversité journalistique.

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.

Clicky