Pleneg-Nantraezh (Pentevr) : Gwez Palm e plas tilh

Me a zoug hiris da giz ar gwez palm plantet e pep lec’h e Breizh. Gwechall e veze plantet seurt plantennoù ekzotek gant moraerien bet mordeet er broioù tomm, Afrika pe Antilhez, ganto. War-lerc’h bezañ c’hoariet ar c’hi-mor dindan hag a-us gouriz ar bed e veze prennet un ti en Arvor ha plantet ur wezenn balm evit derc’hel soñj eus an amzer gozh. « Veteranted ar Rwayal » a rae se da skouer.

Bremañ e vez plantet gwez-palm dirak e di mod « kub » gant forzh piv. Ur gwir vosenn ! Ha petra lavarout eus ar c’humunioù a blant seurt plantennoù ekzotek e pep lec’h, dreist-holl en Arvor.

Setu ar pezh a zo c’hoarvezhet e Pleneg-Nantraezh e bro Pentevr. E miz genver e oa bet embannet gant an aotroù maer e felle dezhañ cheñch plantennoù ha gwez ar bourk, nevesaat ar « végétalisation » evel e vez lavaret e galleg a-vremañ. 22 tilhenn a oa war ar blasenn Amiral Charner, lakaet en deus ar maer en e benn da droc’hañ anezho evit plantañ gwez-palm en o flas. Ur petition a zo bet lañset kerkent gant tud ar gumun met ne reas forzh ar maer : d’an 31 a viz meurzh e voe troc’het an tilh gant ar servijoù teknik ! Fotoioù eus an droc’hadeg a zo bet kaset war ar rouedadoù sokial gant ar gevredigezh ekolo Soleco. Da geñver ar c’huzul kêr e voe displeget gant ar maer Pierre-Alexis Blévin, a oa kudennoù gant gwriziennoù an tilh. Bon, lakomp, met perak int bet plantet un dek vloaz zo bennak neuze ?

Gwez-palm a zo bet dibabet gant Pierre-Alexis Blévin evit kinklañ e vourk hag eno emañ ar glanvenn. Hag eñ en deus kemeret harp war rentañ-kont ar GIEC evit justifiañ e choaz  ! War a seblant e vez aliet gant ar GIEC choaz plantennoù eus ar mor kreizdouarel evit kinklañ ar c’humunioù rak ganto e vez sunet nebeutoc’h a zour !

N’eo ket akord dilennidi an tu-enep gant se : hervezo n’eo ket bet dibabet ar gwez-palm abalamour d’an ekologiezh, d’ar « skeudenn » ne lavaromp ket. Fellout a rafe da bPierre-Alexis Blévin e vefe Pleneg-Nantraez ur gêriadenn dudi-mor mod « Côte d’Azur », hervezo !

Ar C’hôte d’Azur e Breizh, na petra c’hoazh ?

Crédit photo : kont Facebook Soleco

[cc] Breizh-info.com, 2023, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Les commentaires sont fermés.

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

E brezhoneg, Local, LORIENT

An Oriant Tolpad Kêrioù a lâr’ Ya da live 2 ar garta aveit ar brezhoneg

Découvrir l'article

E brezhoneg, Education, International, Société

Norzh Bro-Gembre : nebeutoc’h a saozneg er skolioù, muioc’h a gembraeg

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, ST-BRIEUC

Binig-Staol (Bro-Oueloù) a lavar « Ya d’ar Brezhoneg »

Découvrir l'article

E brezhoneg, Evenements à venir en Bretagne

100vet deiz-ha-bloaz Gwalarn

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, Sciences, VANNES

Ur brezegenn interesus ‘ba Gwened

Découvrir l'article

AURAY, E brezhoneg, Education, Local, Société

Landevan (Bro Gwened) : digoret e vo un hentad divyezhek b’ar skol bublik

Découvrir l'article

E brezhoneg, Social, Société, Vie Pratique

Achu gant « Labour ‘zo » !

Découvrir l'article

E brezhoneg, Education, Local, QUIBERON, Société

Ur c’hlas divyezhek brezhoneg-galleg b’ar Gêrveur !

Découvrir l'article

Environnement

Sommes-nous en train de mourir pour des idées fausses devenues « légales » ?

Découvrir l'article

CARHAIX, E brezhoneg, Local

Lise Diwan Karaez : ha dirouestlet eo an afer ?

Découvrir l'article

PARTICIPEZ AU COMBAT POUR LA RÉINFORMATION !

Faites un don et soutenez la diversité journalistique.

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.

Clicky