Abaoe 2008 e oa staliet skol Diwan Saveneg e… Saveneg, etre Naoned ha Sant-Nazer.E straed Verdun e oa ar skol met strizh e oa ar savadurioù hag ezhomm he doa ar skol da cheñch lec’h. E Prevenkel (Prinquiau e galleg) ez eus bet kavet savadurioù nevez gant ar skipailh ! Ar sizhun tremenet eo bet degemeret ar skol gant Stéphane Grenier, maer Prevenkel anezhañ, ha sinet un c’henemglev feurm gantañ hag gant an AEP. En ur gwir skol gozh e vo bugale Diwan a-benn miz gwengolo 2023, da lavaret eo savadurioù azasaet evit degemer skolidi !
🎒🏡 Disadorn e oa bet digoret gant ar rouedad savadurioù nevez Skol Diwan Savenneg a vo staliet e Prevenkel a-benn distro-skol 2023. War ar skeudennoù : sinadur ar c’henemglev feurm gant Stéphane Grenier, eilmaer Prevenkel mui gweladenn gant ar familhoù ha gant kuzul merañ Diwan pic.twitter.com/Fhf4Sk7bHx
— Diwan (@Diwan) April 4, 2023
[cc] Breizh-info.com, 2023, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine
2 réponses à “Saveneg (44) : ar skol Diwan az a da bPrevenkel !”
Araok pell e vo kalz muioc’h a vrezhonegerien e Breizh Uhel eget e Breizh Izel, me ‘gav din…
Ha ? Fouzh da vamm, ket ?